gaout dudiou ann ene, a zo red d’ezhan pellaat dioc’h ann dud gant Jezuz.
Den ne hell en em ziskouez gant fisians dirak ann holl, nemet ann hini a gar beza dianavezet ; den ne hell komz gant fisians, nemet ann hini a gar tevel ; den ne hell heb aoun beza hueleet, nemet ann hini a gar beza izeleet ; den e gwirionez ne hell gourc’hemenn ervad, nemet ann hini en deuz desket senti ; den ne hell e gwirionez beza laouen, nemet ann hini zo direbech he galoun.
Fisians ar zent a zo bet bepred leun a zoujans Doue ; ha petra-bennag ma skede enn-ho ar c’hras hag ar zantelez vrasa, ez oant koulskoude atao war evez hag izel a galoun.
Enn enep, fisians ar bec’herien a zao euz a blegou fall ho c’haloun, o veza m’en em brizont re ho-unan ; ha war lerc’h ho fisians e teu ann dallentez hag ar fazi. N’en em fisiit ket morse enn-hoc’h hoc’h-unan er bed-man, evid-hoc’h da veza, hervez ann dud, eur manac’h mad pe eunn ermit a zoujans Doue.
4. — Aliez ar re wella hervez ann dud, a zo bet e-tal d’en em goll dre