Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

er-meaz. Mar d-oc’h boaz da choum enn ho kampr, en em gavot eaz enn-hi ; ma ne d-oc’h ket, e teuot d’en em enoui ebarz. Pa vezit a nevez zo deuet euz ar bed, mar kirit en em voaza da choum enn ho kampr, hi a vezo d’e-hoc’h divezatoc’h ho muia karet hag ho frealzidigez vrasa.

Pa vez didrouz hag e peoc’h, ann ene mad a zeu da veza gwelloc’h ha da zeski ar pez a zo kuzet er Skritur sakr. Neuze e teu he zaelou da redek, ha gant-ho bemnoz ec’h en em walc’h, evit dont da veza mignoun braz da Zoue ha seul vrasoc’h mignoun m’en deuz bevet pelloc’h dioc’h trouz ar bed

Ann hini a zilez he vignouned hag he amezeien, Doue a dostaio out-han gant he elez santel. Gwelloc’h eo d’ann den beza dianavezet ha savetei he ene, eget ne d-eo d’ezhan ober burzudou ha beza lezirek e-kenver he zilvidigez.

7. — Da veza meulet eo ar manac’h a ia dibaot a weach er-meaz euz he gouent, ha ne fell ket d’ezhan gwelet ann dud nag ive beza gwelet gant-ho. Na perak e fell d’e-hoc’h-hu gwelet ar pez