Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
I LEVR. — XX KENTEL.

ne hellit ket da gaout ? Ar bed a dremen, ha gant-han war-eunn-dro he holl blijduresiou.

Ho c’hoantegesiou fall a gas ac’hanoc’h tu-ma tu-hont. Ha divezatoc’h, livirit, petra zigasont-hi gant-ho, nemet beac’h war hoc’h ene ha dievezded enn ho spered ? Laouen aliez ez eer er-meaz ; teval aliez e tistroer enn dro ; ann ebatou d’an abardaez-noz a ra doan aliez dioc’h ar mintin. Evel-se, holl blijaduresiou ar bed a rikl da genta evel mel er galoun, ha goude-ze e krogont enn-hi hag e lazont anezhi.

8. — Petra oufac’h-hu da welet e leac’h all ha ne welit ket el leac’h m’emoc’h ? Setu dira-z-hoc’h ann env hag ann douar ha kement zo ; anezho e teu pep tra. Petra hellfac’h-hu da welet e nep leac’h dindan ann heol ha ne dremeno ket abarz nemeur ?

Kredi a rit marteze e devezo ho kaloun he gwalc’h ; fazia a rit, n’e devezo ket. Ha pa welfac’h dira-z-hoc’h kement tra zo, petra vent-hi holl nemet eur gwelet hep-mui-ken ? Savit ho taoulagad etrezek ann env war-zu Doue, ha pedit anezhan