Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

evit ma tistolo diwar-n-hoc’h ho pec’hejou hag ho leziregez.

9. — List traou ar bed gant tud ar bed, hag en em roit holl da viret ervad gourc’hemennou Doue. Prennit ho tor war-n-hoc’h ha galvit Jezuz-Krist ho muia karet. Choumit gant-han enn ho kampr, rak e nep leac’h all ne gavot kemend a beoc’h.

Ma ne vijac’h ket eat er meaz, ma n’ho pije ket selaouet ar c’heleier, neuze ho pije en em gendalc’het easoc’h er gwir beoc’h. O veza ma kirit a-wechou klevet nevezentiou, eo ez eo red d’e-hoc’h goude-ze gouzanv enkrez ha reustl enn ho kaloun.


EVIT HOR C’HELENN.


Petra daskit-hu war ann douar ? Hoc’h euruzded ; n’her c’havot ket er bed-man. Selaouit ann hirvoudou a zao evel eur vouez euz a bevar c’horn ann douar, hag a glever âa oad da oad. Mouez ar bed eo. Petra glaskit-hu c’hoaz er bed ? Sklerijen, nerz, frealzidigez evit kas e peoc’h ho puez da benn. Ar bed a bleg d’ann drouk-spered, m’hen argarz ! Ar bed a bleg d’ann holl c’hoantegesiou fall a zigas d’e-omp ann aerouant. Ar bed a bleg d’ann drouk--