Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



KENTA KENTEL WAR-N-UGENT.


Diwar-ben ar c’hlac’har hon euz d’hor pec’hejou.


1. — Mar fell d’e-hoc’h mont war gresk er mad, ho pezet bepred doujans Doue ; diwallit da veva re enn hoc’h eaz ; kentoc’h e tleit lakaat e reiz vad hoc’h holl skianchou a-ziaveaz N’en em roit ket ken-nebeut da blijaduresiou goullo ar bed ; en em roit da c’hlac’har ar galoun enn abek d’ho pec’hejou, hag e teuot da veza eunn den a feiz hag a zoujans Doue.

Hag evit gwir, glac’har ar galoun a zigas madou e-leiz a goller hep dale pell dre heulia c’hoantegesiou fall ar galoun. Eur zouez eo e ve ann den evit en em laouenaat e-pad he vuez, hag hen o welet ne d-eo er bed-man nemet eunn divroad, o welet ema he ene e-tal d’en em goll e pep mare.

2. — O veza ma’z omp edro, ha dre na daolomp evez e-bed oc’h hor faziou, eo ne anavezomp ket poaniou hon ene ;