Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
I LEVR. — XXI KENTEL.

aliez zo-ken e weler ac’hanomp o c’hoarzin heb abek, pa dlefemp gouela dourek. N’euz gwir frankiz a galoun, n’euz levenez vad e-bed nemet evit ann hini en denz doujans Doue hag eur goustians vad.

Euruz eo ann hini a hell kas diouthan kemend a ra d’ezhan beza dievez, evit en em rei a wir galoun d’ar c’hlac’har santel ! Euruz eo ann hini a zilez kemend a hell saotra he galoun pe he dieza !

Stourmit stard ha kalounek ; terri a reer eunn tech fall dre gemeret eur pleg mad. Ma oufac’h dilezel ann dud, hi ivez a lezfe ac’hanoc’h da ober ar pez a garfac’h.

3. — List ar re all da zifulia ho gwiad, diwallit d’en em luzia e kudennou ar re vraz. Dreist pep tra holl, taolit evez ouz-hoc’h hoc’h-unan, hag en em gelennit mad abarz kelenn ho mignouned.

Mar gra ann dud nebeut a stad ac’hanoc’h, n’en em nec’hit ket gant se ; en em c’hlac’harit kentoc’h, dre ne d-oc’h ket ker fur ha ker mad ha ma tere ouz eur servicher da Zoue hag ouz eur manac’h

mad.

3