Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


Er bed-man eo gwelloc’h ha talvoudekoc’h aliez evid-omp n’hor be nemeur a frealzidigez, dreist-holl nemeur a frealzidigez, a berz ann dud. Koulskoude ma ne zeu d’e-omp digant Doue nep frealzidigez pe da vihana dibaot hini, ni eo zo kiriek a ze, o veza ne glaskomp ket ar gwir glac’har a galoun ha na zilezomp ket a-grenn frealzidigez didalvoudek ann dud.

4. — Ansavit n’euz netra enn-hoc’h hag a ve mad da gaout frealz digant Doue, ansavit ne d-oc’h mad nemet da gaout enkresiou braz ha stank. Pa vez ar gwir c’hlac’har enn he galoun, ann den a gav pounner ha c’houero kement tra a zo er bed.

Ann den fur ha mad a gav bepred abek a-walc’h d’en em c’hlac’hari ha da vouela. Rak enn eur zellet out-han he-unan pe oc’h he nesa, e wel ervad n’euz den e-bed heb enkrez war ann douar ; ha dre mac’h evesa pisoc’h out-han he-unan, ez eo brasoc’h a ze he c’hlac’har.

Leac’h hon euz da veza gwir c’hlac’haret evit hor pec’hejou hag evit hon techou fall, rak ne d-omp ket peurliesa