Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


N’euz nemet poan er bed-man. Poaniou ar c’horf, poaniou ann ene, enkrez, glac’har, pec’hed ; setu aze ar beac’h pounner a rankomp da zougen hed hor buez. Daoust da ze, e-kreiz ne holl boaniou, ann den a gav amzer c’hoaz d’en em rei holl da blijaduresiou direiz ar bed.

Tec’homp diouz ar plijaduresiou fall-ze, sellomp oc’h ar c’hastiz a zeuio war ho lerc’h, sellomp ouz hor faziou, ker stank int ! Ha neuze goulennomp digant Doue glac’har, keuz, karantez ha daelou leiz hon daoulagad, ha pedomp anezhan evit ma vinnigo anezho evel ma reaz Jezuz gwechall, o lavaret : Pec’hejou e-leiz a vezo distaolet diwar-n-hoc’h, o veza ma’z eo bet braz ho karantez.




EIL GENTEL WAR-N-UGENT.


Diwar-benn poaniou ar vuez.


1. — Daoust pe leac’h-bennag ez eot, bez’ e viot bepred reuzeudik, ma ne droit ket hoc’h holl spered war-zu Doue. Perak oc’h-hu reustlet pa ne c’hoarvez ket pep tra evel hoc’h euz c’hoant pe