Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hoc’h hoc’h-unan, ne drec’hot ket ho techou fall. Keit ha ma vezomp er c’horf brein-man, ne hellomp ket beza dibec’h, na diboan, na dienkrez.

Karet a rafemp beza hep poan e-bed. Siouaz, o veza ma hon euz saotret hon ene gant ar pec’hed, dre-ze hon euz kollet ar gwir euruzded. Red eo eta d’e-omp gouzanv a galoun vad ha lakaat hon holl fisians e Doue, ken na vezo eat da netra pep fallagriez, ken na vezo lounket ar maro gant ar vuez.

6. — Na peger sempl, na peger bresk eo ann den ! Bepred eo douget d’ann drouk. Hirio ec’h ansavit ho pec’hejou, ha war-c’hoaz e kouezit enn-ho adarre. Breman e livirit e fell d’e-hoc’h beza war evez, hag eur pennadik goude ez it a-enep d’ho ker.

Abek hon euz eta d’en em izelaat ha den em zisprizout e pep tra, dre ma’z omp ker bresk ha ken edro. Koll buhan a hellomp, dre hor leziregez, ar pez omp deuet, dre c’hras Doue, a-benn da c’hounid gant kemend all a boan hag a labour.

7. — Petra zeuimp-ni da veza dioc’h ann abardaez-noz, mar d-omp digaloun