Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
I LEVR. — XXII KENTEL.

adal ma tarz ann deiz ? Gwaz aze d’e-omp, siouaz, mar fell deomp beva e peoc’h evel pa ve ar peoc’h enn hon ene, e keit ha na weler ket c’hoaz enn hor buez ann distera elven euz.ar gwir zantelez !

Mar hellfet kredi e vemp eunn draik-bennag gwelloc’h enn amzer da zont hag ez afemp a-raok enn hent hor zilvidigez, neuze e ve ezomm braz d’e-omp beza kelennet, evel diskibled sentuz, ha iekeat da, zeski gwellaat hor buez.


EVIT HOR C’HELENN.


Dre ma’z eo bet ganet euz ar c’hreg, ann den e-kreiz eur stropad reusiou, ne vev nemet nebeut a amzer. Setu aze hon lod war ann douar, setu ar stad ma’z emomp enn-hi dre ar pec’hed. Selaouit, dre c’henou Job, hirvoudou ar bed holl : Ra vezo milliget ann deiz ma’z ounn-me bet ganet ! Ra vezo milliget ann nozvez ma oe lavaret : eunn den a zo bet ganet. Perak n’ounn-me ket bet maro e kof va mamm, pe o tont er bed ? Perak e deuz-hi lekeat ac’hanoun war he barlen ? Perak e deuz-hi maget ac’hanoun gant he leaz ? Breman e kouskfenn e peoc’h, hag ec’h ehanfenn

dre va c’housk.

3*