Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
I LEVR. — XXIII KENTEL.

mare ma kreder nebeuta. Pa vezo deuet ann heur ziveza-ze, neuze e welot a-enep krenn hoc’h holl vuez tremenet ; neuze e vezo braz ho klac’har da veza bet ken dieguz ha ken digaloun.

4. — Pegen euruz ha peger fur eo ann hini a laka he holl boan da veza, hed he vuez, er stad ma karfe beza pa varvo ! Rak ober fae euz ar bed, c’hoantaat kre mont war gresk e pep mad, beva a galoun vad dindan reiz, poania da ober pinijen, senti prim, en em zilezel he-unan ha gouzanv pep tra evit Jezuz-Krist, kement-se holl a roio eur fisians vraz d’ann den pa dostaio ar maro.

Endra viot iac’h, ec’h hellot. ober kalz a-vad ; hogen pa viot klanv, ne ouzoun ket petra a hellot da ober. Dibaot eo ar re a zo gwelloc’h goude beza bet klanv ; hag e-touez ann dud a ia aliez da bardouna, ne d-int ket stank ar re a zistro santeloc’h d’ar gear.

5. — Na fisiit ket enn ho mignouned nag enn ho kerent, ha ne zaleit ket pelloc’h da ober ho silvidigez, rak ankounec’heat e viot gant ann dud kentoc’h evit na gredit. Gwelloc’h eo evid-hoc’h