Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
I LEVR. — XXII KENTEL.

gavout Jezuz-Krist ; kastizit breman ho korf dre ar binijen, evit mac’h hellot neuze kaout kalz a fizians.

7. — Den dall ma’z oc’h. Perak e kredit-hu beva pell, pa n’euz ket touet d’e-hoc’h eunn dervez hep-ken hed-da-hed ? Rag a hini a zo en em faziet, hag a zo bet distaget ho ene diouz ho c’horf pa’z edont nebeuta war evez !

Na ped gweach n’hoc’h eus-hu ket klevet tud o lavaret : Ann hen-ma’nn hen a zo bet lazet gant ar c’hleze ; hen-a-hen a zo bet beuzet ; he-man enn eur goueza diwar laez, en deuz torret he c’houzoug ; eunn all a zo maro oc’h taol pe o c’hoari; hen-hont a zo maro e-kreiz ann tan, pe dre ar c’hleze, pe dre ar vosen ; re all a zo bet lazet gant al laeroun. Dre-ze ar maro a zo ar penn diveza, ha buez ann den a dremen e-c’hiz eur skeud.

8. — Piou en devezo sonj ac’hanoc’h goude ho maro ? Piou a bedo evid-hoc’h ? Grit ’ta, va mignoun, grit breman ar mad a hellit da ober, rak ne ouzoc’h ket pe goulz e varvot, rak ne ouzoc’h ket petra zeuot da veza goude ho maro.

Keit ha m’hoc’h euz amzer, dastumit