Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/10

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


RAGLAVAR
————


Segobranos, mab Segomaros, douaren Segolatis, eus brôad al Lingoned, eus ar ouenn Andekamulia [1], eus mereri « Briganis » [2], etre Olka ha Nagarba [3], an hini a skriv al linennou-man. Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenou ha skrivet an danevellou warno, er seizvet bloavez eus renadur ar roue Ainorix [4], mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon [5].

Setu aman an darvoudou ez oun bet lakaet ganto da embreger al labour-man.

En amzer ar roue Dovideros, ar pempvet bloavez eus ar renadur anezan, e kimiadis diouz ar gêr diazezet-doun, mogeriet-krenv, a laka an doriou anezi, pa drôont war o mudurunou, ar vro da dregerni adalek Luta betek Barron [6]

  1. Ger diveret eus Andekamulos « Kamulos-vras » pe « dreist da Gamulos ? » Latis (e Segolatis), iwerzoneg laith « den-meur, brezelour-meur ».
  2. Ar c’hembraeg bryn « krec’hienn » brezoneg bren, bran (ano-lec’h Brangoulou), a c’houlenn en e raok eur furm geltiek *briganis.
  3. Olka « douar strujus », nagarba « douar kalet », Dottin, Langue gauloise (Paris, 1920), pp. 274, 276.
  4. Aino- pe oino, iwerzoneg ozn, kembraeg un, brezoneg eun. Ainorix « roue n’eus nemetan ? »
  5. Hizio « Langres » (= Lingones), diwar an ano-den Andematunnus. Matunnus a zo eun ano-doue en enez-Vreiz hag a henvel beza diveret eus matus, iwerzoneg math « arz ».
  6. Luta, iwerzoneg loth « geun » ; barro-, brezoneg barr « lein ».