eun taol e skôas ar roue koz en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerz ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl. Kregi a reas neuze e Siluros en e c’houzoug, ken ma vennas heman taga, hag e tiframmas anezan diouz Derkeia. Gand eun dourn e talc’has anezan a-c’hoen e gorf hag, o trei ouz e verc’h, e tiskouezas d’ezi an nor. Ha Derkeia sevel evel eun tenn ha lammat er-maez.
Redek a-dreuz d’an noz a eure ha mont da skei ouz logell Kintus. Heman a zeuas da zigeri. O welout ar plac’h yaouank liou ar maro en he c’herc’hen :
« Ha c’hoarvezet ez eus eun taol bennak, emezan, ganez pe gant da c’hoarezed ? »
Derkeia ne rannas ger. Deut-tre e-barz al logell, ez eas beteg an oaled. Eno, o treala, e lavaras distreset-holl he mouez :
« O paouez gwelout va zad emoun. »
Kintus a voutas an nor, a brennas warni hag a zistrôas daved ar plac’h. Kamula [1], e wreg, ganti etre he divrec’h he c’hrouadur nevez-c’hanet, a dosteas ivez d’ezi. Kintus a grogas doujus e dourn ar werc’hez hag e zougas d’e dal ; Kamula, o kregi en he dourn all, a bokas d’ezan. Neuze e tisklerias Derkeia fromet-holl :
« Beo c’hoaz eo Kadra ha Daga, nemet n’o gwelot mui. Galvet int gand an doueed pell diouzoc’h, hag ez in-me d’o ambroug. A-benn arc’hoaz n’ho pezo ken en ho penn ho teir rouanez, ho kwerc’hezed sakr, teir merc’h da Vatidonnos. Te eo a gemero war o lerc’h renadur bagad an Alc’houeder. »
Hag e lavaras ouspenn :
« Galvet omp gand an doueed, nemet n’ouzomp ket da belec’h emomp o vonet ; n’ouzomp ket hag en em welimp biken ken ! Evidoc’h-c’houi, d’ar Gwenved ez eot ; va diou c’hoar ha me, avat, n’ouzomp ket da belec’h ez aimp. »
En eur gomz e selle ar werc’hez war-eeun dirazi, evel
- ↑ Furm gwregel eus Kamulos. Sellout Rhys, Celtic Heathendom, p, 39 ; Dottin, Langue gauloise, p. 240.