Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/105

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

He daouarn a lakeas war ziskoaz Kintus hag o sellout outan e lavaras :

« A-benn arc’hoaz e vi anvet penrener gand ar vodadeg. A ze out dellezek hag evit mad an holl eo e reni ha dindan da renadur, kerkouls ha dindan renadur da ziskennidi, e kresko bagad an alc’houeder Alouda hag e teuio d’eur bobl vras ha galloudek. »

Stouï o fenn gant doujans o doa graet Kintus hag e wreg ouz diouganadenn ar plac’h yaouank. Houman, gant he biz-meud glebiet a halo, a dresas war dal an den yaouank arouez sakr ar gwarez hag an trec’h [1]. Goude-ze e pelleas. O tistouï o zal, Kintus ha Kamula he gwelas o soubla da dremen dindan an nor hag o lammat emaez al logell. Nemet, kent d’ezi kimiadi da viken ha steuzia ouz o sellou e-kreiz an noz, e-keit ha ma klaskent, en o sav o daou dirag o zi, he gwelout an hira ma c’hellent, he gweljont o chom a-zav, o talmeta gand he daouarn he gouriz nevez hag ar gourgleze stag outan ; hag e lavaras :

« N’edo ket ar boaz d’ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol dougen ar gouriz arem hag ar gourgleze. Nemet trôet ar boaz diwar an nozvez-man ! Ma vije bet ganen eun arm bennak, biskoaz ne ve c’hoarvezet ar pez a zo en em gavet henoz. »

Ankounac’haet ne voe ket gand an den yaouank ar geriou-man a Zerkeia. Hen eo hag e vab hena Vindosêtlos a c’hounezas ma vije hiviziken en o gouriz gand ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol, kerkouls ha gand ar merc’hed yaouank all hag ar gwragez a ouenn Vanos, eur gourgleze dournellet-aour. Gant-se e voe bepred en o dalc’h o buhez hag o enor [2].

P’he devoe Derkeia rannet ar geriou emoun o tisplega e steuzias diouz o sellou e tenvalienn an noz, nemet he mouez a glevjont eur wech c’hoaz o c’harmi :

« Kadra ha Daga a zo bet graet outo mezus-marvel gand

  1. Ar swastika pe « hevoud » pe « hoal-vat », moarvad. Sellout ouz Bertrand, Religion des Gaulois, p. 140-90 (skeudennou).
  2. Dougen ar gourgleze gant maouezed an Hanternoz e marevez an arem, Montelius, Temps préhistoriques en Suède, pp. 82-83 (skeudennou).