Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

hag adalek Kamaranda belek Medionemeton [1]. An dro a ris [2] d’ar C’hrenvlec’h galloudek, savet gwechall gand an Tri Gevell, mibien Virotouta [3], bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogeriou arouezintiou-brezel ar boblad, tenzor ar roueed, tenzor an uhelidi hag an tri c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feuriou. Gedour atao war zav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an nenv, hag eus lein ar menez a dalv d’ezan da zichenn e wel al Lingonikon [4] a hed hag an holl rann-vro stag outan. Ar vro a zo diwallet gantan a gwitaïs, eur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an nenv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a voueziou doueel na davont nepred, o tasoni dalc’hmat gant hiboud an eienennou, kroz ar froudou hag al lammdouriou, sarac’h ar c’hoadou, garm an evned ha blej an tropellou ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadou, goude eun niver emgannou, ha deut da herez ar gouennou illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasa, kaera, krenva ha gwella eus ar bed [5].

  1. Medionemeton « an neved (santual) kreiz ». War Kamaranda, sellout Revue des Etudes anciennes, 1920, p. 130. An eil gevrenn-c’her randa, iwerzoneg rand, brezoneg rann, a verk eul lec’hiadur war harzou ar vro, Rev. archéolog. 1892, p. 170. Longnon, le nom de lieu gaulois Ewiranda, ibidem.
  2. Tro a-zehou, moarvat, da denna eurvad war e ergerzadenn, D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 254-255.
  3. Virotouta « krenv evel eur gour », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 30, pe « poblad-tud » da lavarout eo moarvat « danvez-mamm eur boblad-tud », Eléments de grammaire celtique, p. 13-14. Anvet e vez an tri Gevell gant ar Sketla Keltos, Germanos ha Gaidelos ha graet anezo an tri den-meur o deus rôet o ano da deir eil-lignezad ar Gelted.
  4. Furm geltiekaet eus Lingonicum, deut e galleg da Langoine, an ano a raed, en XIIIvet kantved, eus bro « Langres », Revue Celtique, 1901, p. 224. Eus lein menez « Langres » e tizer eun dremmwel ec’hon-ec’hon, Reclus, la France, p. 700.
  5. War ar pouezus a lec’h dalc’het gand ar broiou-ze eus reter Galia e kenta oadvez an armou houarn, sellout ouz Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, pp. 549, 650-651. War vent uhel ha korfadur ramzel an dud a zo bet kavet ar relegou anezo e beredou an amzer-ze, Haray, les premiers Gaulois, en Anthropologie, 1906, 1907.