Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/110

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

« Sell, emezo gant spouron, an heol a lavarfed a zeu davedomp ! »

Derkeia a drôas he sellou ouz ar Sav-heol hag a gollas he liou. El latarenn a c’holôe ar mor e weled evel eur voull-dan, euzus ha taer, a dostae outo a-diz. An heol a lavarjed en em zistaget diouz bolz an nenv hag o ruilha war c’horre ar mor war-du an teir flac’h yaouank. Derkeia a welas petra a oa o c’hoarvezout.

« Kalon ! va diou vuia-karet, emezi ; rak ar maro eo a zo o tont. »

Kadra ha Daga, hep huanad na daerou, a stouas o fenn hag a gouezas d’an daoulin. Derkeia, avat, a vanas en he sav ; en em lakaat dirak he diou c’hoar a reas e doare d’o diwall gand he c’horf. Difinv, trôet he dremm war-du ar Sav-heol, start ha hi disliv-holl, e sellas ouz ar maro o tonet.

Deut a-damdost ar voull-dan, e welas anezi o trei neuz : daou-hanteri a reas evel eur graonenn hag e teuas er-maez anezi eun den yaouank mentek, bleo lugernus d’ezan, kaer nemet taer e gened, a lakeas e droad er ribl-mor.

Ez-eeun ez eas war-du enni, gantan en e zourn eur wareg a ziskoueze beza graet en he fez eus eur flammenn-dan hepken, ruz, moan, gwariet, o tridal warni, evel gant mall da dec’hout ha da laza, eur saezenn stuc’hennet-ruz, hir, gourzreinek, lemm, kriz, taer, luc’hed-henvel. War-hed eun tenn dared diouz Derkeia, e vanas a-zav.

« Distro diwar hent, emezan ; ha paouez a guzat ouzin an diou reuzeudigenn a zo a-drenv d’it ; pe anez ez pezo da rann er reuz anezo. »

Eilgeria a reas Derkeia :

« Teir c’hoar omp, en em zisrannet biskoaz, ar garantez ouz hon unani kerkouls hag ar gwad. Reuz ar re a zo a-drenv d’in a vennan da gevrenna. Er c’hastiz a c’houzanvint e vennan kaout va rann. Biken n’o dilezin ! »

Ha gand he gwall-galonad, re d’ezi, c’houero ha brouezet, e stagas :

« Ar gwerc’hezed a oa gouestlet d’it, az servije leal, karantezus, hag a dleje beza ker d’az kalon [1], ha n’helles-te ket o

  1. Rev. archéol. 1908, p. 78.