difenn ? O-unanik ha diskoazell ec’h eus dilezet anezo, hag int yaouank, dic’houzvez eus ar bed hag eus ar brôadou anezan, dirak tud estren deut a-bell, tud hep feiz na reiz, kantreerien ar mor hag an doureier. Ha breman, p’emaint, — ya, dilezet ma voent ganez ! — kouezet e stignou ar re-ze, setu e tihunez, e tiskouezez da benn ! Emout o vont d’o gwana ! Kaera bloaveziou hor yaouankiz, hor priziusa madou, hor gwerc’hded hag hor c’halon, nann n’oa ket ar boan o gouestla d’eun doue eveldout ! »
Mousc’hoarzin a reas an doue diwar fae ha taerijenn.
« Diskiantez, emezan, a gred leuskel gourdrouzou gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzit, diboellet ma ’z out gand ar garantez hag ar glac’har. O-unanik n’em eus ket dilezet da c’hoarezed. Ha ganto daoust ha n’o doa ket al Lezenn ? P’en devez mab-den anaoudegez en daou hent : reiz ha direiz, d’ezan eo kerzout anezan e-unan, dizaon ha kadarn, en hent reiz, ha n’eo ket d’an doueed e vouta dre e gein. Al Lezenn bet rôet d’eoc’h gand an doue ho Tad, ha na zifenn-hi ket digeri re frank d’an Estren dor an ti ha dor ar galon ? Ha na zifenn-hi ket rei dezan douarou hag eun oaled ? Ha na zifenn-hi ket striz ouz gouenn Vanos en em unani dre briedelez gand ar gouennou all, keja o gwad gand o hini ha genel hironed ? M’o dije da c’hoarezed karet al Lezenn, m’o dije meizet an dalvoudegez hag ar pouez anezi, aes o dije he sevenet. Diwar an taol kenta o dije argaset gand euz an Ermaeziad, kuit a lezel da zihuni en o c’halon, e-kerz emweladennou re stank, ar fizians outo hag ar vignoniez. Dre-ze o touja da c’hlanded o Gouenn, e vijent bet skoret da virout glanded o c’horf hag o dlead d’in-me. Pe gastiz a vir outo an doue en deus ganet ho pobl, dre m’o deus torret al lezenn a zoug an ano anezan, n’ouzon ket. Ar c’hastiz, avat, emoun-me o vont da skei outo evit o dismegans ouzin, a anavezan mat. Tec’h prim a-zirazo ! »
Derkeia a hejas he fenn.
« Sko ouz an teir, emezi, pe na sko ouz nikun. »
Brouez, droug ennan, e skôas an doue an douar gand e droad.
« Klev, emezan, ha douj va zaeri, rak n’oufen gouzanv ouspenn. Diou wech ec’h eus va dismeganset. Da genta, dre