Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/112

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

na zistrei ket diouz an diou reuzeudig kerkent ha m’o devoe faziet. An eil gwech, bremaïk, pa gredjout leuskel gourdrouzou ganen-me, da aotrou ha da vestr. Diwech em eus pardonet d’am gwazez ; ar wech-man, avat, mar nac’hez senti, e vi skôet ganen a-unan ganto. »

Diwar he c’halon d’he diweuz e savas eilgeriadenn Derkeia, nemet n’he doe ket amzer d’he mouezia. Klevet e voe gand an doue, kent m’he dije tizet an diweuz. Ha gand ar Vrouez ez eas ker gwenn ha ker gwrezus hag an houarn ruz war an anne. Dre loc’ha a nerz trumm e vrec’h zehou e tennas wardrenv daved e skouarn kordenn e wareg hag e tiflipas diouti e vizied. En eur fraonval e tec’has an dared lugernus ; treuz-didreuzi a reas askre Derkeia, hag o tizout en adrenv d’ezi he diou c’hoar, o skôas o zeir war astenn er geot. Neuze, hep d’ezan ober eur sell ouz an tri c’horf, teir gwech e piklammas an doue [1] hag e steuzias e-kreiz eun hir-flammenn e-keit ma taskrene an tevenn en e boull gand eun dalm gurun a rae d’ar mor kila war-hed teir leuga en a-drenv. O tont kerkent war e giz, e peurskubas an aod gand e donnou, hag e kasas gantan korfou divuhez teir merc’h Matidonnos.

Eus al lec’h milliget-se, kent d’al lano distrei da wasta an aod-mor, o doa kemeret o nij teir alarc’hez, fromet ha nec’het-holl. Unan eus an teir alarc’hez-se a oa gwenn, ha du an diou all. A-denn askell e tizjont aod kornog enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur [2], hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion [3] en em strinkjont er c’hoummou, kas mont diwar neunv beteg aochou Aballo. An avel, avat, hag an tonn o harzas a-grenn. Bagadou stank a alarc’hed gwenn a weljont o tremen ebiou, a-nes hag a-bell, harz ebet d’ezo a-berz ar mor hag an amzer. O gwelout a rejont a-ziabell o touara el lec’h gwenvidik ha, war lez ar mor, o tont e tud. Int-i, avat, n’hellent ket tostaat. E-doug an deiz e talc’hjont da strivata ha, d’an abardaez-noz, og ha divi, en em lezjont da vonet. Digaset e voent war o c’hiz

  1. Gaidoz, Dieu gaulois du Soleil, p. 28.
  2. Iwerzoneg domhan mor, bed-meur an anaon hag an doueed en tu-hont d’ar mor-Bras.
  3. Land’s End.