Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/114

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

skuizder, en em vriate o divrec’hiou, hag e vanent en o gourvez e-tal an tan peuz-varo. Eun diskuizadenn verr ne raent ken rak, pa strinke en dremwel an darn uhela eus kantenn an heol, e savent hag, en eur ouela, en eur waska-diwaska o daouarn gand an dispi, e tiskennent d’ar mor. Adgwisket ganto o c’hrec’hen elerc’h e lamment er gwagennou da adkrigi en aner adarre gand o ergerzadenn boanius er C’hornog.

Meur a wech e neseas beleg-meur gourenez ar Staen d’an teir flac’h yaouank a ziskoueze dre o ment, o neuz-dremm, liou o bleo hag o gwiskamant, beza divrôadezed o tont eus ar Reter. Pedet gantan e zoueed, e tosteas, eta, hag e hopas d’ezo. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgeirjont ket kennebeut ; ne rejont van ouz e glevout, ne selljont ket outan. Azpedet gantan e zoueed d’e warezi ha d’e harpa, e teuas d’ezan herded a-walc’h ma klaskas steki outo ; hogen ne stardas e zourn nemed ar goullo. Anat d’ezan diwar ze ez oa spezou, nemet ez oant spezou dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeri emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skora kement ha ma c’hellje den krouet hen ober. Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanter-noaz ha ma krenent gand ar riou er goanv ; n’oa d’ezo, ouspenn, ar c’hregin-mor nemed eur bevans treut ha difounn, hag he devoa alïes plac’h he gouriz arem hag he gourgleze poan vras o tana, gand eur maen-kailhastr hag eun dournad bezin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar penseadou. Dre-ze, e c’hourc’hemennas ma roje hiviziken, a-vareou, tud ar gourenez profadou dilhad d’an teir c’hoar hag e lezjent bemnoz war ar garreg m’edont boas da nozvezia, boued, died hag eun tan war enaou.

Pell e padas ganto evel-se. Eun deiz, erfin, e mare an unanvet beleg-meur ha pevar-ugent war-lerc’h an hini en doa savet ar profadou d’an teir « Kassiteras », e tigouezas kemm en o stad. Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adaleg an derou-noz beteg an tarz-deiz. Nepred ne ziskennont etrezeg ar garreg m’en em zalc’h warni an teir c’hoar, ne sellont ket ouz ar merc’hed kaer o tiskuiza e-tal an tan, ne zistagont ger outo. Nemet, kerkent ha m’en em ziskouez ar speredou dic’hlan,