Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/115

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

an êrevent drouk hag an teuziou orgedus, e skoont o armou en eur strapadeg vras hag e taolont o garm-emgann, o youc’h-brezel. Ha ken taer eo ar youc’h-ze ha yudadeg tri-ugent arz feulzet o tiskenn eus ar meneziou, seiz-ugent taro gouez o tont eus ar gouelec’h, nao-ugent bleiz kriz marnaoniet o tiredek eus ar c’hoadou. D’ar youc’h-ze taer, spouronus, euzus, trec’h da drouz al lano hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredou drouk ha dic’hlan pep nerz ha pep herder. Braouac’het-holl, o krena gand an efreiz, strebotus ha trabidellus, e tec’hont kuit digempenn hag e redont en-dro d’o riboulou-kuz. Ha, dizoaniet, an teir flac’h en em astenn en-dro d’an tan hag a gousk ken na baro an deiz.

An unanvet beleg-meur ha pevar-ugent, pa c’houlenned outan diwar-benn an holl draou-ze, a zisklerias ez oa an daou vrezelour Esus ha Kernunnos, hag o doa an doueed, gant karantez, kred ha kalonded ar plac’h he gouriz arem o teneraat anezo, mennet o c’has daveti bemnoz betek fin ar bed, d’ezi da c’hallout tanva eun diskuiz bennak. Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet d’in an danevell-man, pa c’houlennen outan ha na vije ket a dermen da boan an diou c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievez ha sempladurez, torret an diou Lezenn penna e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouz merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re-all en em lezel da veza saotret gant gwazed ar gouennou all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueri pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouz skouer an nao merc’h skedus eus an Nenv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezo termen all ebet nemet fin ar bed ha maro an dud hag an doueed.

Hounnez eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war riblou glazvez-holl ar Stura bag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tïadou brezelgar ar Belgion [1] hag en-dro

  1. Rann hanternoz Galia etre ar stêriou Sequana (Seine), Matrona (Marne) ha Rênos (Rhin).