en eur c’hornad-bro etre daou vor, sklerijennet gand an heol-sav. Kaera bro ar bed ez oa da Vomoros da welout. Fao, tilh, dero, bras-divent o c’hefiou, bodennek o c’herniou, a waskede tonnenn c’hlas an douar. Du-man, du-hont, etre ar gwez, en em lede tachennou digoad, pradou geotet-stank, edegou melen o c’houeza warno an aezenn-vor distan. Brini a goage er c’hoadou ; skraved-mor ha gwennelied a gelc’hiate a-us d’ar geotegou ha d’an heizegou ; c’houiboned, diouaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preiz a nije a denn-askell dindan tor ar goabrenn. Hag, e frankizennou ar wezeg, ken war an douar-bras, ken en enezennou, marellet ganto ar mor, e welas Momoros eun engroez-tud, paotred ha merc’hed, o poania start da vernia mein ha douar. Krugellou a savent ha war al leinou anezo e stumment peb a azeuldi, sked-holl gand aouradur ha livaduriou. A bep tu e tregerne son skiltrus hir-gorniou aour kizellet. A-ziwar lein pep krugell e save en oabl war-du ar c’houmoul moged ar predou sakr. Bouc’hal-laza an doueed a drouc’he kostezennou ar c’hezeg gwenn, ar c’hezeg ruz, kezeg al lidlazadenn [1]. E-tal ar relegou gwadek anezo e lugerne kouevr ar c’haoteriou, arem ar beriou. Tro-dro edo gwazed ha merc’hed grounnet stank-diniver en emstumm pedennerien. Ar wazed a oa anezo brezelourien uhel, bras, yaouank, krenv ; ar merc’hed a bare warno kened ha sked an tan-flamm. Setu aman al liviou a oa war an eil re hag ar re-all : gwenn an erc’h war o c’hroc’hen, aour an heol war o bleo, glas an nenv war o daoulagad leun a bedenn. Ha war an tonegou hag ar mantilli anezo c’houec’h liou an dud nevet (nemeti) [2].
Ambrouget e voe Momoros gand ar marc’h beteg an tevenn, war eur beg-douar, hag hen ensouc’het e-kreiz ar c’houm-
- ↑ Diwar-benn al lidlaza-kezeg gand Europiz, S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), p. 124-40.
- ↑ Nemetos, iwerzoneg nemet, brezoneg nevet, a zo unanet ennan talvoudegeziou ar geriou gallek « saint, sacré, tabou ». Tud nevet a veze graet en iwerzoneg koz eus ar rouanez, an uhelidi, ar veleien, ar ouizieien, ar benvicherourien, ar werzaouerien, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, IV, p. 23, n. 1 ; D’Arbois, Droit celtique, II, p. 82. C’houec’h liou gwiskamant an dud nevet, Joyce, Social History, II, p. 192.