Heuliet em eus Kassignatos, mab Albiorix, douaren Teutorix, pa ’z eas, gant koun, kirri-samm, kirri-emgann hag eur bagad bras a dud, daved broiou ar c’hreisteiz e-lec’h e lavared ez oa brud, preiz ha douarou da c’hounit. Gantan ha diwezatoc’h hebdan, em eus ergerzet an holl vroiou-ze, bro « Belovêsos » da genta, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezus douret gand ar Bodinkos [1] hag an adstêriou anezan, ar Vinolandon [2], puilh ennan an trevadou mezvus en tu-hont hag e-harz ar meneziou bras erc’hek, e troad an hir-ziarroziou koadek ma kantre warno an arz, ar c’haz gouez hag ar c’havr, ouz glann al lennou-meur glas, sioul ha doun o douriou evel an oabl en deveziou hanv [3]. En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar glann-hont eus mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegez gand ar vroïz anezi, tud kenedek o dremm, krenv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg. Er vrôad-ze ez eus ijinourien-gaer, kelennet gand an doueed, a oar o dourn plega an arem hag ar mein kaleta diouz ratoz o spered, da stumma anezo e korfou paotred ha merc’hed a lavarfec’h beo-buhezek, gant e verv o dremm en o fenn, ma n’eus ken enno a ziouer nemet ar vouez. Gweladennet em eus an enezennou, bras ha bihan, nes d’an Hellas hag, en o zouez, ar santela, an azaouezeta-holl, anvet Delos gand ar C’hresianed, hag enni eun templ bras e maen-benerez ha maen-marbr gouestlet d’an Hini a vez sklerijennet ar bed gand ar pennad-bleo rodellet anezan [4].
- ↑ Ano hen-geltiek ar « Pô ».
- ↑ Vinolandon. An ano hen-geltiek-se ne gaver ket e skridou an Hen-amzer. Ar c’hembraeg-breman gwinllan « vine yard » (Richards, Welsh-English Dictionary) a c’houlenn en e raok eur furm geltiek *vinolanda.
- ↑ Verbanos (Majeur), Larios (Côme) ha Benakos (Garde) a veze graet gand ar Gelted eus al lennou-ze.
- ↑ War darempredou an Huperboreaned (poblou hanternoz an Europ) ouz templ an Heol en enez Delos, sellout ouz Dottin, Anciens Peuples de l’Europe (Paris, 1916), p. 198, ha d’an diweza Jullian, Revue des Etudes anciennes, 1919, p. 10, notenn 2. War Delos, sellout S. Reinach, Esquisses Archéologiques (1888), pp. 143-163 (les fouilles de Délos) ha dreist-holl Exploration archéologique de Délos faite par l’Ecole française d’Athènes (war e vouladur e ti A. de Boccard).