sounn en e sav, trôet e vrennid war-du ar Sterenn, war-du bro an Hud, douar al Lennou, tir ar Sitoned bleo-ruz. Ouz strobinellerez mibien ar gwez, ouz ar wall-avel o c’houeza a-ziwar ar vro anezo, ouz o garmou-hud ha trouz o zaboulin-huda, daspugnerez êrevent, saverez arneou, e vezoc’h, c’houi hag ho kourvibien, gwarezet gantan. A-ziabarz e gledour douar ha mein, e vezo d’ar vro-man eun arc’houere-gwarez [1]. Keit ha ma vezo evel-se en e sav ha gantan e armou, trec’het hag aloubet ne vo biken gand enebour ebet ! Evit va fenn, mirit-hen en ho touez. Balzamet gant preder, ra chomo gand ar re veo, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantan ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h ! Dre benn Momoros, mab Neutto, e komzo furnez an doueed vadelezus, peur-ouiziek, holl-c’halloudek. »
Marvet Momoros, ar seiz mab hag an nao douaren ha daou-ugent anezan a astennas, a-ziwar goust tir ar Skaled hag ar Sitoned, an douar perc’hennet gant poblad ar Marc’h hed-ha-hed da holl aod reterel lenn an Heol. Gounezet e voe ganto dre an armou holl zouar Baltia, diouz ar c’hornog betek mor ar Goularz ha, diouz an hanternoz, beteg ar rannvro goadek ha bras-lennek dalc’het gand ar Sitoned. Ar vro-ze d’ar Sitoned (Sitolandon) pe bro al Lennou (Lukolandon), eo a anver breman Skandia pe Skandinavia, diouz an ano a vez graet anezi en o yez gand ar « Gutoned », an « Teutoned » hag ar Semnoned. Tule a raed anezi gwechall, ha kosoc’h eged egile eo an ano-ze en hor yez, pa her c’haver en hen-ganennou [2].
Da heul ar gwall-gollou-ze d’ezo, eun niver Skaled ha Sitoned ha sevel en o bagou ha treuzi ar mor da vont da ziazeza o annez en enez Albio. Nemet ez oa deut mibien ha douarened Momoros da vailhed war ar sevel-bigi hag al levierez. Dastum a rejont eur strollad eus ar skafiou bras-se a reer anezo « elerc’h », dre ma ’z eo ar staon hag an aros anezo e stumm gouzougou ha pennou elerc’h. Hir ha moan, n’o devez ar bagou-ze na gwerniou na goueliou ; mont diwar roenv hepken eo a reont, hag int buan-tre. C’hoaz e vez