Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/124

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —


Ermaeziadeg bagad ar C’haran ha kemeridigez gant Nemetos eus ar rann-dir etre an Albis hag ar Visuria. — Eur geriennou bennak diwar-benn bro an Teir Stêr hag ar poblou anezi. — Argadenni en enez-Vreiz ha dismantra Londinion. — Argadenni en Iwerzon.


Bez’ e teuas eus ar vro-Wenn eun trede bagad renet gant Nemetos hag e vibien. A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-ze hag hen dishenvel e kement-man diouz an daou vagad en e raok ha diouz ar re war e lerc’h : ouz hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennan, ouspenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha d’ezo mibien vras gouest da embreger armou. Ambrouget gand ar c’haran Sirogulbia [1], e treuzas ar strollad-ze an Albis el lec’h m’en doa Momoros diazezet da genta e annez, hag e tiskennjont ar stêr a-hed ar c’hlann gleiz anezi. Nemetos eo a sujas ar rann-vro er chornog d’an Albis beteg ar Visuria.

An douarou treuzet gand an Albis, ar Visuria hag an Amisios, a zo anezo ar pez a anver bro an Teir Stêr pe c’hoaz bro ar Goularz (Vebrulandon), dre ma ’z eo war draezennou-mor ar vro-ze e tastumer ar goularz-tonn. Eur gompezennad ec’hon a beurvanou hag a goadou n’eo ken, uhel ha sec’h diouz ar c’hreisteiz etrezeg an Erkunia, izel ha glep avat diouz an hanternoz a-hed ar mor. War-dro ar mor hag ar stêriou ez eus eun niver geuniou, douarou-taouarc’h ha pradou krenegellek. Diouz tu ar gwalarn, dreist-holl, en-dro da c’henou ar Rênos, e kaver paot-ha-paot ar geuniou : peurgemmesket ma ’z int o-daou eno, an douar hag an dour a zo anezo, kouls lavarout, eur genelfenn nevez. Dubrolandon [2] « bro an dour » eo an ano a reer eus ar vro-ze. Kenta broïz ar gompezennad a henvel ez oa ar Skaled (Skali)

  1. Ano ijinet gand An Tarzek : siro-, iwerzoneg sir « hir » ; gulbia « beg », ac’hano hen-vrezoneg golbinok « begek » ha brezoneg breman golvan.
  2. Kembraeg dyfrlan « dourlann », da lavarout eo « ribl-dour ».