sehier ler pe gestou ha boutegi aozilh. Eus an douar-atred eo e raent ar savennou. Peurc’hraet ar c’hrenvlec’hiou ha marc’het en o mudurunou an dorojou anezo, laonennou arem a-dreuskiz d’ezo d’o c’hrenvaat, setu e reas Nemetos kendastum an holl labourerien. Gourc’hemenn a reas d’ezo en em astenn war ar savenn m’edont o paouez peurvernia, o fennou en diavaez war-du ar c’hleuz hag o zreid en diabarz. Neuze, e reas dibenna anezo an eil war-lerc’h egile. Daouzek mil a oa anezo. Dre greiz nozvez al lazadeg, eul lenvadeg a boan, a gasoni, hag a valloz a savas a-ziwar an holl rann-dir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an nenv. Aner, avat, e voe d’ezo, rak gant gouenn Vanos hag he doueed edo an nerz, an trec’h hag al levenez. Arouez an Hevoud a steredenne war vrennid he faotred yaouank, he flac’hed yaouank [1], war laonennou o c’hlezeier hag o gourglezeier, war houarn o goafiou [2], war souc’h o skouedou [3], war fust o arouezintiou-brezel. Henvel ouz eun evn torret d’ezan e ziouaskell, e kouezas ar valloz d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennou trouc’het war dalben ar savenn. Pintet war beuliou, trôet o dremm war-du ar maez, e voent lezet eno da zigiga. Gwennaat a rejont el lec’h-se ha mont en uloc’h hep ma teuje dourn den ebet da steki outo nepred. Evid ar c’horfou, enkeoet e voent en douar m’edont gourvezet warnan, hag en doare-ze eo e voe kretaet a-benn ar c’hantvedou da zont galloud ha didrec’husted krenvlec’hiou an Nemetaved (Nemetavi « keneiled Nemetos ») e kompezenn an Teir Stêr [4].
Ker puilh, war a lavarer, e redas ar gwad a-hed ar savenn, e-pad al lazadeg, ma voe anezan, e strad ar c’hleuz, poulladou a badas an heol hag an douar tri devez d’o feureva.
Damc’houde, e reas Nemetos sevel eun niver listri ma tiskennas ganto an Albis da vont er mor. Da genta, e tizas enez Abalos (pe Bononia) a voe kemeret gantan ha, pelloc’h,