Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/128

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

o skei war-du ar c’hornog, ez eas da Albio, en aber eur stêr vras e-lec’h e kemeras hag e tismantras kêr Londinion. War eun enezenn, e-kreiz stêr Tamesis eo ez oa ar gêr-ze. Savet ez oa bet gant tri mab Morigenos an Ermaeziad [1], kent d’ezo kuitaat Albio da zont war aochou ar Goularz. Tud a ouenn ganto eo o doa he foblet, goude d’ezo eureuji merc’hed eus Albio. Nemetos a reas laza dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tïez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened. Preiz ebet ne voe skrapet, distrujet ma voe pep tra, rak pep tra a oa bet gouestlet da zoueed ar brezel. Evel-se eo e voe talvezet maro ha reuz teir merc’h Matidonnos dre gas da get ar ouenn estren a oa ar gwall en he c’hiriegez.

Goude an taol-kaer-ze, Nemetos a hedas aod-kreisteiz enez Albio ha glann bro ar Staen, a dreuzas ar mor a zo en tu-hont hag a ziraezas enez Iverio. Dilestra a reas gand e holl armead hag, aet d’an emgann ouz an enezidi, e faezas anezo hag e lazas o roue Epopennos. Lakaat a reas da zont en e gerz mengleuziou aour ar c’hornad-ze, nemet ne badas ket pell gantan ar gounid diweza-man. Rak, kerkent hag adlestret Nemetos, setu eur c’hlenved stagus o tont d’ober e rann eus ar vrezelourien en doa lezet evit diwall ar mengleuziou hag evezia ar vengleuzerien, ma varvas an diou drederenn anezo. Ar re a vanas e buhez n’oa ken a-walc’h anezo da enebi ouz an henvroïz ha d’o zrec’hi. Bazyeoet e voent gand an Iverned (Iverni) ha kaset ganto da sklaved [2]. Nemetos-hen n’en devoe ket anaoudegez a gement-se, rak mervel a renkas e-kreiz ar mor, war e zistro d’ar ger. Diskennet e voe e gorf

  1. Eur vojenn diwar faltazi An Tarzek n’eo ken savidigez Londinion gand an Ibered, nemet an hadenn anezi a gaver e Philippon, les Ibères, pp. 70-1. Tostaat a ra Philippon Londinion ouz Londobris, eun enezenn war aod-kornog an Iberi. En eneb d’ar pez a fell d’ezan lakat da wir, keltiek e c’hall beza an anoiou-ze. An iwerzoneg lond « strafuilh, brouez », ar c’hembraeg llon « taer » a c’houlen en o raok eur c’heltieg *londo- « strafuilh bras » ; ar c’hembraeg llonydd « levenez », mar sav beteg an Hen-amzer an diveradur anezan, a zalc’h lec’h eur ger keltiek *londia. Sellout J. Loth, Rev. celt., 1922, pp. 66-7.
  2. Lakaat e-kenver mojenn iwerzonek Nemet, mab Agnoman, d’Arbois, Cycle myth., pp. 84-117 ; Rev. des Et. anc., 1915, pp. 201-203.