En tu-hont d’ar mor Enezek, em eus gweladennet an douar-bras anvet Azia hag ar pep brasa eus ar broiou bet staget ouz impalaeriez ar C’hres gand an trec’hour-meur brudet Alexandros, mab Philippos, dre e gadarnded e-unan ha hini e genvrezelourien. A-gevret gant mab uhel Albiorix, em eus marc’hekaet war an hent-bras-se a c’hellfed envel penn-hent holl henchou ar bed. Adalek glann ar mor Enezek ec’h en em led a-dreuz d’an holl Azia betek bevennou reterel ar bed, e bro-Indez. Er vro-ze, dindan eun oabl entanet, e vev an dud en noaz-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadou uhel-uhel, miled ramzel, henvel ouz an euzadennou a zigouez ganeomp gwelout a-wechou dre hon hunvreou[1].
Damdost d’an hent-se, diouz ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hanvdi ma klever en-dro d’ezan, a-hed an nozveziou diloar, o ouela hag o kunuda en eur wea he daouarn war he foan, intanvez ar Garianed[2]. An ti, bet savet gand an intanvez doujus, gwirion, karantezus, a zo uhel, ledan, ec’hon, marzel, o tereout ouz eur roue-ar-bed. Kaeraet eo ar muriou anezan en diavaez gant skeudennou brezelourien, lenverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha dam-zistag dioutan, ma leverer e teu ar skeudennou-ze, da vareou-zo eus ar bloaz, pa gouez sklerijenn al loargann en he brasa war an ti-kanv, da enaoui ha d’en em beurzistaga diouz ar maen. Ha setu neuze o skiltra ar fleütadeg, garmadeg al lenverezed o sevel hag ahel ar c’hirri o wigourat : ambroug-kanv roue ar Garianed, o voustra eur wech ouspenn an douar genidik, eo a zibun dre ar maeziou didud.
En hanternoz d’an hent, em eus gwelet dismantrou, kement anezo ha kêriou. Dismantrou ar c’hrenvlec’hiou hag ar paleziou a waskede gwechall galloud, pinvidigez ha brud