Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

Setu aman anoiou ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou savet gant Drutos ha bagad ar Vran : Brannodunon « krenvlec’h ar Vran », karrodunon « krenvlec’h Karros », Drutomagos « tachenn Drutos », Sonnoduron « bourc’h an Heol », Vernoialos « frankizenn ar Wern ».


Ermaeziadeg bagad an Taro. — Dumnos a gemer glannad an Albis-Uhela. Skrapidigez Ambia ha Kinge.


Goude-ze, Dumnos, mab Bitus [1], a zeuas eus ar vro-Wenn, gantan seiz mil a baotred ha seiz mil a blac’hed yaouank. An taro Vindobennakos eo a henchas ar bagad etrezeg ar c’hornog hag a reas d’ezo tremen an Albis el lec’h m’en doa Momoros e dremenet diagent [2](2). Er gompezenn, graet enni gant Momoros e genta ehan, e vanas a-zav an taro. Dumnos, mab Bitus, hag e vagad, eo eta a adsavas dismantrou hag ano Manobriga « krenvlec’h Manos ». Int-i eo a dalvezas gwall-daol ar gizadeg a oa bet skôet ouz bagad ar Marc’h gand Erkuniz. Rak, p’oa deut ar re-man da laerez o saout, ha tizet ganto zoken skrapa diou eus o maouezed, e renas Dumnos, e penn e genvrezelourien ha brezelourien bagad ar Vran, eun argadadeg war an douarou anezo. Kement kêriadenn, kement krenvlec’h piaouet gand Erkuniz e traonienn ar Sala a voe kemeret an eil war-lerc’h egile ha pulluc’het. Ar re eus ar vroïdi n’ejont ket d’en em repui e-kreiz ar meneziou a voe devet en o c’heriou, beuzet o tremen ar stêriou pe lazet war an emgannlec’h. A-unan ganto e varvas o chatal, rak gouestlet da zoue ar brezel ez oa bet an ene-

  1. Dumnos, iwerzoneg domun « bed », kembraeg dwfn « doun ». — Bitus « bepred, peurbadus, bed », iwerzoneg bith, kembraeg byd « bed », iwerzoneg bith, bid, kembraeg byth « bepred » (ha brezoneg bis-, e biskoaz, bisviken, distreset e birviken), D’Arbois, Noms Gaulois, pp. 90-7.
  2. « Gwenn e gerniou », iwerzoneg Findbennach, ano eun taro brudet, D’Arbois, les Druides et les dieux celtiques à formes d’animaux (1906), p. 189-90. A vefe ger-evit-ger e brezoneg Gwennvannek.