dre o spïerien ez oa bet dibabet da gouronklec’h gant merc’hed Manos. Ha di ez oant deuet e-kreiz noz. Hag int breman dindan guz e-mesk ar raoskl, en o meno skrapat hini-pe-hini. Kenta ma weljont an diou vaouez yaouank o tiskenn en dour, e lammjont ganto ; evito da stourm taer, o eren a rejont hag o zeurel e strad o bag, ha tec’hout kuit goude, bec’h ganto war o roenvou.
Ar beurevez-se end-eeun edo en enezenn e-kenver d’ar c’houronklec’h unan eus keneiled yaouank Dumnos, mab Bitus. Maros, mab Koviros [1], eo a raed eus an den yaouank-man. War e davig ez oa deut en enezenn, kent tarz an deiz, da sellout ouz gripedou dourgoun en doa antellet en derc’hent. Edo war e zistro daved e vag, gantan daou zourgi war e skoaz, pa zeuas d’ezan mouez Ambia ha Kinge a oa oc’h en em ziwiska war ar c’hlann-eneb. E kuz edo e vag e-kreiz ar raoskl rag-eeun d’al lec’h m’en em gave ar maouezed. Gant-se, pa n’houle ket o diaeza dre dreuzi ar stêr d’an ampoent, e teuas war e giz. Edo o paouez teurel e zourgoun d’an douar hag en em astenn war ar geot e-kreiz an enezenn ; setu ma klev, a-greiz-holl, eur c’halvadeg hag eur vlejadeg a ra d’ezan sevel evel eun tenn. Ha petra a wel en eur zigouezout war ribl an dour ? An daouzek Erkuniad gand o rener o tec’hout diwar herr, ganto Ambia ha Kinge, ereet treid ha brec’hiou, e strad ar bilprennenn anezo, e-keit ha m’eman an diou ounner dilezet o lenvadenni.
Maros, mab Roviros ! eur mat ha gwirion a baotr ! eun hael ha kadarn hini ! Hag hen e-unan-penn ouz trizek, ne dermas ket da zistaga e vag evit redek war-lerc’h Erkuniz. A-drugarez d’ezan, ya, a-drugarez d’e galon start, d’e benn eskuit ha d’e ziouvrec’h nerzek eo e voe dieubet an diou vaouez yaouank, ma c’halljont adgwelout o friedou hag o bugale. Heulia ar skraperien a reas war an holl gammdroiou a rejont dre ar c’hanoliou etre an enezennou ; n’o lezas ket da re-bellaat na beza nepred a-ziwar-wel dioutan ; ne spontas ket rag ar saeziou, an daredou hag ar mein a stlapent outan hag a gazarc’he a-bil en-dro d’ezan hag en e
- ↑ Mâros, iwerzoneg mar, mor, kembraeg mawr « meur » ; Roviros, kembraeg rywr « den-meur ».