Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/139

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

nek a rejont skoaz-ouz-skoaz, hed-ha-hed an hent. Setu diskieriadur an abadenn diwar ganenn Samorix ha Rotouta :

« Tenval an noz, ken tenval ha korf al Luged o kantreal du-hont, klask ganto war bennou, preizadenn ha sklaved. Tro-dro d’ar chirri lerek e sav yudadeg ar bleizi. Ar maouezed yaouank astennet e-tal an tantadou a zihun hag a selaou. En eur yudal e pella ar bleizi. War-dav e sav ar maouezed ha, skoulmet ganto o bleo melen, e krogont en o armou. Dont a reont da gichen ar c’hirri lerek daved o friedou war c’hed. Dre greiz an denvalijen a-ziavaez sed ar garm-emgann o skiltra ! C’houibanadeg mein ha daredou a-dreuz d’ar c’helc’hiad-kirri [1] ! Brevadeg klouedennou ! Rogadeg lerennou [2]! Garmadeg brezelourien ! Gouilhed-noz fero anezo, al Luged, dûet o dremmou, krak o daoulagad, a ra kelc’h d’ar bagad. Stleja ouz an douar a reont evel naered ; lammat ouz ar c’hirri evel kirvi pe erevent. »

An holl stourmadou-ze, ar baotred hag ar merc’hed skoaz-ouz-skoaz o dizarbennas ; diskaret e voe kement a gredas enebi outo a-dost. Faezet e voe al Luged hudur, a ra anezo an hen-zanevellou « pourvezerien-sklaved pouiou ar C’hreisteiz (pagi dexavi) » hag, evid embann skouer, e stagas mibien Vanos ouz ar groaz an holl wazed eus ar vrôad-ze a gemerjont da brizonidi. Evel-se, dre skei taoliou ha skigna spont, e tigorjont an hent dirazo beteg lenn an Heol, an Albis, ar Visuria, an Amisios, hag e savjont war o glannou seiz rouantelez a zo manet war goun an dud an anoiou anezo ha darvoudennou o buhez. Mar tavan aman warno, dic’houzvez e ven-me n’eo ket ! Dre ma renkan termeni va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroazia, dre-ze, war skriva peb a zanevell, dre ar munut, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud. Evit gwir, ma karfen menegi ano hag oberiou rouanez a bep dere, tudou-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’eun hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all hec’h astennfe an doueed ! Ne

  1. Ar c’helc’hiad-kirri o kloza eur champ a veze graet anezan karrago e keltieg Galia, Dottin, Langue gauloise, p. 243.
  2. Kirri golôet a glouedou a zo ano anezo e-mesk ar Gimbred, poblad Germaned keltiekaet. Kirri golôet a ler e-touez ar Goraleted, poblad keltiek pe geltiekaet eus an Danuvios izela, Bertrand-Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, p. 196.