Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TAOLENN-AMZERONIEZ
EVID
ISTOR AR GELTED
————

4000-3000 bloaz kent H. S.

War an douar-bras, en Europ, diweza pennad oadvez an armou hag ar binviou maen lufret. — E kornog ha hanternoz an Europ savidigez beziou graet a vein bras diven, anvet « taolvaeniou ». — En Europ-kreiz kêriadennou-war-zour ; hada lin, mell, edeier ; desevel koun, ejened, givri. — Ar meuriadou hen-ariek e kompezennou kreisteiz ar Rusi, war ar riblenn-vro etre kelc’hiad ar c’hoadeier ha hini ar geotegi (S. Reinach, l’Origine de la civilisation aryenne et les Aryens à l’époque néolithique, in A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur 1891, pp. 307-22 ; M. S. Zaborowski, les Peuples aryens d’Asie et d’Europe, leur origine en Europe, la civilisation proto-aryenne, 1908 ; M. Boule, les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine, 1921, p. 350).

3000-2000.

En Europ, taolvaeniou ha kêriadennou-war-zour. — O tont e gwel ar marc’h donv gant kêriadenniz-war-zour (Déchelette, Manuel, I, p. 341). — Derou astennedigez an Arianed etrezeg ar C’hornog, ar C’hreisteiz hag ar Reter (Zaborowski, Boule, op. cit. ; Meillet, Introduction à l’étude comparées des langues indo-européennes, 4vet mouladur, 1915, pp. 57-60, 410-30).

2500-1800.

War douar-bras an Europ, rann-amzer kenetre oadvez an armou ha binviou maen lufret hag oadvez an armou ha binviou arem. E derou ar rann-amzer-ze (war-dro 2500) e