Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/144

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

2000-1900.

Derou oadvez an armou ha binviou arem er Skandinavia hag en Alamagn an hanternoz. Eus enez-Vreiz e tenn ar broiou-ze o staen, hag o c’houevr eus bro-Hongri (Déchelette, op. cit., p. 88 ; Head and Smith, A Guide to the Antiquities of the Bronze Age,London, 1904, pp. 99-104).

2000-1000.

Ar Gelted e kompezennou hanternoz an Alamagn ha war glann mor an Hanternoz (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 227-38). Da heul kenwerz ar goularz e sav darempredou etre glannidi ar mor Kreizdouarek ha re mor an Hanternoz, ma voe andoniet er c’houn anezo diwezatoc’h e-touez ar C’hresianed danevellou-marz diwar an Huperboreaned (da lavarout eo poblou hanternoz an Europ, en o metou ar Gelted) : an Huperborean Abaris oc’h ergerzout ar C’hres ; an diou werc’hez huperborean Arge hag Opis, a-gevret ganto Apollo hag Artemis, o weladenni santual-meur enezenn Delos. O tont da weladenni an hevelep santual an diou werc’hez huperborean Huperokhe ha Laodike, ganto pemp kannad a ra ar C’hresianed anezo Perphered (Herodotos, IV, 33-6). Diwar-benn an henchou kenwerz ha perc’herinerez e ragistorvez an Europ sellout ouz Jullian, Rev. des ét. anc., 1919, p. 110.

1800-1300.

Ar Gelted en Erkunia (Alamagn ar c’hreisteiz) [1] hag e rannou-zo eus reter Galia (Alsace, Champagne, Franche-Comté), (Déchelette, II, kenta kevrenn, pp. 148-58).

1500-1000.

En o founna edo neuze aouregou Iwerzon (S. Reinach, Iernê Polukhrusos : les croissants d’or irlandais, Rev. celt.,

  1. Ar c’heltieg Erkunia pe Erkunion « uhel-meurbet » a zalc’h lec’h eur furm gosoc’h ariek *perkunion, diwarni ar goteg fairguni « menez », D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 361-2. N’eus nemet eur boblad genidik eus Alamagn an Hanternoz a gement a c’hellje dont en he spered ober « uhel-meurbet » eus ar meneziou bihan a zisrann kompezennou ar vro-ze diouz traonienn an Danub hag an Alpou.