Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/146

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

et Religions, III, eil mouladur, pp. 332-37 ; D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 12-6).

1000-500.

Krenou-douar ha linvadennou-mor drastus e bro ar Gelted. An hekleo a ze a gaver en danevellou a ra Aristoteles (384-322), Ephoros (340), Eudemos a Rhod (340), Nikolaos a Zamas, Elianos, Timagenos, hag all, eus ar stourmadou a renkas ar Gelted ren ouz an tonnou-mor (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 229-30, 238-40 ; D’Arbois, Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes, 1902, pp. 55, 59).

900.

Derou oadvez kenta an houarn (Hallstatt) en Europ-kreiz (Norikon) dalc’het d’ar mare gand an Illirianed. Er broiou keltiek o vevenni an Illirikon diouz an hanternoz ez eus diou gevrenn a oadvez Hallstatt. E-pad ar genta, eus 900 da 700, ne gaver er beziou nemet eun arrebeuri paour o tiskouez bezans eur renkad vrezelourien a veve dilorc’h hep prizout nemeur ar c’hinkladuriou-korf nag an traezou pompadus. Brageriz aour ebet ganto ; troiou-brec’h hepken, hag i rouez. Peurliesa eun aotenn arem a-gevret gand ar c’hleze houarn. N’eus nemet ar metalerez a gement a rafe berz, nevezet ma ’z eo gant boazadur an houarn ; gofelia d’ezo o-unan armou nevez a ra ar Gelted. An eil kevrenn, en enep, eus 700 da 500, a zo paot enni traezou-kinkla a zoare lïes-kenan ; aour a zo er beziou e stumm troiou-gouzoug, kleierigou-skouarn ; listri gresiek pe etruskek en arem pe bri a gaver ivez ; bez’ e stagont da sebelia o re-varo e kirri lorc’hus (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, pp. 618-623).

650.

Brezoned (Brittones) o tremen en enez-Vreiz hervez Loth, Rev. celt., 1920-1, p. 281. Dont a raent, hanval, eus ar rannvro etre stêr Samara pe Sumina (Somme) ha genou ar Roen (contra Hubert, Anthropologie, 1922, pp. 268-9).

En eur marevez-kent o dije bevet ar Vrezoned e meneziou an Erkunia (Dionusios Periêgêtês, gwerz. 284-6 ; Lagneau,