Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/149

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

eil kevrenn, p. 575 ; Rhys, Early Britain, Celtic Britain, 4vet mouladur, London, 1908, pp. 4, 214).

300-250.

Poblou keltiad eus an tu-hont d’ar Roen, Belged (Belgae) pe C’hermaned, o tiazeza e biz-hanternoz Galia. Hanval a-walc’h e teuent eus bro an Elb-izela. Ar C’hermaned nannkeltiek oc’h en em astenn er gompezenn etre an Elb hag ar Roen.

300-210.

Ar Gelted e bro an Danub-izela (D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 299 ; Notennou, XII, pp. 39-43).

280 pe war-dro.

Ar Volked (Volcae) hag an Allobroged e kreisteiz Galia. Ar Gelted el Liguria. Ar Gelted e biz-hanternoz bro-Spagn (D’Arbois, les Celtes…, pp. 109-16).

279.

Ar Gelted e ledenez ar Balkaniou (Thrakia, Makedonia, Gres) hag en Azi-Vihana.

225.

Kelted o tigouezout en Itali eus an draonienn Pennina (Valais), Gaisati, Semi-Germani.

222.

Kelted o tont en Itali eus glannou ar Roen, Gaisati, Germani, dindan renadur eur pengadour belgiad, Virdomaros e ano, douaren Rênos (Tourneur, Germani, Gaisati, Musée belge, 15 a ebrel, 15 a c’houhere 1902 ; Jérôme Carcopino A propos du nom des Germains, Rev. cel., 1920-1, pp. 319-31).

200-100.

Ar Velged o tiazeza e Breiz-Veur (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 320-324).


————