ved, hag a rôas d’in, diwar-benn e vro hag an istor anezi, an diskleriaduriou a vezo kavet pelloc’h [1].
E Brigantion [2] e savis war lestr da c’hounit Korbilo, hag eus ar gêr-ze, en aber al Liger, e rann gornok Galia, e teuis en-dro da Vriganis ha bro al Lingoned, goude eun diankadenn a nao bloaz. Ar re-ze eo ar broiou am eus gweladennet, ken gant mab uhelouenn Albiorix, ken hebzan diwezatoc’h, pa voe kouezet ar c’hi kadarn-ze dindan goafiou ar Veded, war zouar bro-Azia. Pa gouezas, an Arz distourmus e argad, ez oa en-dro d’ezan eur c’helc’hiad bras a gorfou enebourien ha kezeg en doa lazet, ken e neue er gwad e gorf a-bez. E benn n’o deus ket bet ; hogen ni hon eus bet o re : pintet int bet ganeomp e beg hor goafiou pe skourret ouz kerc’hen hor c’hezeg. Hor roue hon eus beziet war vaez-ar-stourm, el lec’h end-eeun m’oa bet trec’h d’e enebourien. Eno, hon eus kleuzet poull e vez ha krugellet ar mein warnan, nepell diouz raosklegou an aven a vez graet anezi Tigris gand ar C’hresianed. E bred hon eus debret ha lidet e c’hoariou-kanv ; lazet hon eus d’ezan war e vez e gezeg, e oc’hen, e sklaved ha hanter-kant prizoniad-brezel dibabet a-douez ar re grenva, ar re gaera. Eno e sav ar grugell anezan, eno e c’hourvez o c’hortoz deiz an adlivadur (an advuhez). Hag, o c’hortoz a-gevret gantan, eman gourvezet eno ivez Vinda, merc’h Kantosenos, ha Litugenos, mab Ambiorix, hag Ambaxtos, mab Ambaxtos [3].
- ↑ *Bituslanos, hen-iwerzoneg bith-slan « bepred yac’h », D’Arbois, Noms gaulois, p. 92. — Aour Iwerzon, Rev. Celt., 1900, p. 166-72. Aourusted Iwerzon a hanval beza bet en he brasa etre ar bloaziou 1500 ha 1.000 kent H. S. Nemet buan ez eas da hesk pinvidigez ar gweleadou metalus, anezo mein distag a-skign war c’horre an douar. A-raok ar Vet kantved kent H. S. n’oa ken anezi, da lavarout eo meur a gantved a-barz an amzer ma veve Segobranos. — Krec’hin digivich (kriz) ha sklaved, Strabon, IV, 5, 2 ; Rhys, Celtic Britain (IVe mouladur), pp. 268, 305.
- ↑ Brigantion, hizio La Corugna (Spagn).
- ↑ Emgann etre Kelted ha Meded, er bloaz 220 kent H. S. D’Arbois, Principaux auteurs de l’antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes (Paris, 1902, p. 169). Diwar-benn ar Veded, e kavor kelenn gant Zaborowski, Peuples aryens, p. 125-214. Vinda « an hini wenn » ; kanto- « kann » ; senos « hen » ; Litugenos « mab al lid » ; ambio- iwerzoneg imbe « sklotur » ; rix, iwerzoneg ha brezoneg koz ri « roue » ; Ambaxtos « mevel », kembraeg amaeth « labourer-douar ».