Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/20

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

skiant ! Ne dremen ket a hanvez, ne da ebiou goanvez ebet hep na ve c’houezet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegez, gwarizi, droukrans, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preiz ha d’ar pennou trouc’het. Mizvez ebet heb e vuntrou, e emgannou, e lazadegou ! Tiegeziou a-bez, hag int savet, d’ar beure, en o c’haera gand liviou ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarz, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadou, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan diouaskell zu Katubodua [1].

Unan am eus anavezet, uhel ar ouenn ha brudet-dreist an ano anezan, hini Matumaros [2], mab Matugenos. Mirourien ez oant da henganennou ha da zanevellou uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked [3]. Pa guiteïs, ez yaouank c’hoaz, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tïad-tud-ze, a-gevret gand an tad, c’houezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’houec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale. Bez ’e oa ganto teir gwech hanter-kant ki, teir gwech hanter-kant mevel, tri c’hant a gezeg, nao c’hant a zaout ha pemp mil danvad. War eun dachennad ec’hon ouz glann stêr Trigisamos [4] en em astenne ar c’hloz anezo. Eno e tivogede o zi-meur, e-kreiz peurvanou, parkou ha koadou. Pa voen en-dro, a-benn nao bloaz, ne vane ken war zav peul ebet anezan. Pell e kantreïs, o klask, hep he c’havout, roudenn an oaled : stlabezet ez oa ar mein anezi, aet al ludu

  1. War ar stank-ha-stank eus ar brezeliou e Keltia, sellout ouz Kezar, Commentarii de bello gallico, VI, 15 ; — Strabon Géographika, IV, 4, 2 ; — Tacitus, Historiae, I, 74 ; — Jordanès De origine actuque Getarum, 2. — Katubodua, ano diougevrennek ouz hen ober katu- iwerzoneg cath, kembraeg ha brezoneg kad (gg.) « emgann », ha bodua, iwerzoneg bodb « branez ». Sellout ouz Rhys, Celtic Heathendom, p. 43-4.
  2. « Bras evel an arz (ourz) ».
  3. Ano-meuriad diwar dourn Le Tarzec ha savet gantan, moarvat, diouz skouer Teutobodiaki « bugale » pe « mevelien Teutobodios », D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 355.
  4. Stêr ebet ganti an ano-ze e bro al Lingoned. An Trigisamos (breman Dreisam) a oa eur waz eus an Erkunia, Kiepert-Ernault, Manuel, p. 300, n. 2.