gand an avel, ha golôet al lec’h m’edo gant hir-c’heot, strouez ha brousgwez. Hinoni a rae an nenv ; glas e oa ar geot hag an deliou ; dindan va c’hammedou e pep lec’h e tigore bleuniou ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan. Tenval, hag evit se ! edo ar bed d’am sellou, skrapet ar chatal, marvet ar vevelien, marvet ar wazed kadarn, ar maouezed hag ar vugale ! Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, eur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzet da varc’hadourien a ziavaez-vro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantan, lakaet da vala heiz. Nemet ez oa ar pengadour karantezus outi oc’h ober brao d’ezi evel d’unan eus e verc’hed [1].
An dud-ze, a gouezas dindan taoliou ganas, a oa kerent d’in. Talvezet em eus o maro d’al lazerien ha ze eo a voe penn-abeg d’in da vont en harlu. Hogen, kollet e voe da viken ar c’hanennou hag an danevellou ma oant mirourien d’ezo ; ha n’eo ket digand ar bugelig, n’oa nemet pemp bloaz pa voe tennet a-dre ar flammou gant daouarn ar vuntrerien, e c’halljen o diski en-dro. Dre-ze eo e ris va menoz da lakaat dre skrid kement am eus gwelet dre ma valeen bro, kement am eus desket digant Kelted ar Vinolandon hag ar broiou all diwar-benn o istor, o emgannou, anoiou o renerien, taoliou-kaer o brezelourien, ha derou-kenta hor gouenn. An traou-ze den biskoaz n’en doa o skrivet. Setu e vezint skrivet evid ar wech kenta ! Lazet em eus an tirvi, ha gant skoazell tri eus va mibien, em eus aozet ar bugenou ha mesket al liou. Ha, bete-goût na zeufe war-dreuz enebourien, em eus emwelet Vepomulos, beleg Anvalos [2]. E-barz neved Anvalos e vezo gorreet ar bugenou, ha kinniget d’an doue e
- ↑ Piktoned (Piktones,’Pixtones), poblad e rann gornok Galia a zo deuet ar vro anezi da vout ar « Poitou » (= *Pixtovum), D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 285. — War ar merc’hed e oa al labour mala-heiz d’ober bleud, dre an Europ a-bez, en oadvez ragistorek, Déchelette, Manuel, I, p. 345.
- ↑ Vepomulos, kembraeg gwep « dremm » — Valos (e lec’h *valpos ?) hen-vrezoneg uual, guual (en anoiou divoutin), a zo anezan marteze unan eus anoiou keltiek ar bleiz, Dottin, la langue gauloise (Paris, 1920), p. 295.