Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




LEVR KENTA
————


DIS ATIR
————

Neb a lenno al linennou da heul hag a lakaio evez mat gand ar bugenou-man, ra vo sellet outan a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir [1] anezan hag e dud, o rei nerz, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkou, e di hag e oaled, e goadou hag e bradou, e stêr hag e stank ! Ra vo laez d’e vuoc’hed, mel d’e wenan, trevad d’e barkou, mez d’e zervenned, pesk d’e zouriou. Ra droio rodou e girri lenkr ha diwigour, ra vo e-ratre e vinviou-labour hag e vevelien niverek ha doujus. Ra vo dalc’hmat e gaoter leun a gig, e gorn-eva leun a vez, e oaled o tivogedi !

An neb, avat, a nac’ho lenn al linennou-man, pe a viro ouz ar re-all d’o lenn, pe a labezo ar bugenou, pe a rasklo

  1. Pe ater. Furm geltiek an hen-arieg pater. Aet da athir (iwerzoneg), atr (hen-vrezoneg en anoiou divoutin, Rev. celtiq. 1894, pp. 224-7 ; 1907, pp. 119-21).