Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

trad, divent, diharzou, ma rene ennan bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Maro. Etre Nemobitus hag Aedobitus en em gave Vindobitus [1] « ar bed gwenn, kaer pe wenvidik » a zigemer luc’h ha gwrez Aedobitus hag a oa distanet ennan al luc’h hag ar wrez-se dre amezegiez Nemobitus.

Gand eur bastellig distaget diouz ar rann eus Aedobitus o vevenni Vindobitus, e reas Guton, e derou an Amzer, eun dolzenn gelc’hiek a voe lakaet gantan e-kreiz Vindobitus, hanter-hent, keit-ha-keit-all etre Aedobitus ha Nemobitus. An dolzenn-ze eo a zeuas, dre yenaat, da veza an douar. Pastellou all entanet, distaget diouz Aedobitus, a voe lakaet gant Guton d’ober an heol, al loar hag ar stered. Ar re-man diweza a voe skignet gantan e Nemobitus da bellaat an harzou ha da sklerijenni an tenvalderiou anezan.

Evid an douar, gwenn-kann da genta evel eur pez-houarn war deuzi, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da loued, betek koll pep luc’h ha pep tommder. Neuze e tenvaas an aezennou diwar Aedobitus hag, o koueza e glaveier berv, e c’holojont gorre an douar gand eur gwiskad dour ma vordrouze, ma rede-direde dibaouez warnan, an eil war-lerc’h egile, koummou, tonnou ha gwagennou. Heb dale, du-man du-hont eus goueled ar mor e tiguzas eur c’herreg bennak ma tarzas outo an tonnou oc’h eonenni, hag e voe tro enezennou a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skosellou. Dre greski dalc’hmat e niver hag e ment, e teuas eur c’halz a enezennou d’en em staga kenetrezo o c’henel douarou-Bras. Seul ma koaze ar wrez-kent ha ma ’z ae an douar war gosaat, e krize hag e roufenne an dremm anezan gand ar riou hag an oad. Meneziou a savas, eienennou a darzas eus dounder an douar, eus tor ar menez, eus troad ar roz, hag e stankennas an douriou diouto en izelennou, oc’h andonia gwaziou, stêriou, lennou-dour. Ar mor, e ouelec’hiou loued ha glas, a gelc’hias an douar evel eur c’hant arc’hant pe eun naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadou ec’hon hej-dihej ha

  1. Iwerzoneg find, hen-vrezoneg uuin, uuen « gwenn, evurus », Loth, Chresto. br., p. 175.