heson bepred dindan anal an avel. Er glazvezennou digenvez e krozas al lammdouriou hag e stagas dre-holl an doureier-red gand o labour rimia ha toulla ar c’haleta rec’hier, ruilha traez, pri ha bili, kleuza traoniennou, adstumma dremm an douar.
Neuze eo e teuas eus doun Nemobitus Rogiamon [1], ar goanv-meur, a voe skleret gantan uhela kevrenn ar bed ha peur-c’holôet a skourn, a riell hag a erc’h. E-pad ma rene Rogiamon eo e c’houezas Guton e anal war ar bed o kroui Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Maro, Tad an Ankou, e tle kement en deus buhez distrei davetan eun deiz, e tle neb a zo bevaet gand ar C’houez dont d’e gaout o tiwiska e zibourc’h marvel. Goude-ze, e stummas Guton an tri ramz a zo tadou da ouenn ar ramzed, da lavarout eo Senos, Mâros ha Iovinkos [2]. An eskern anezo a reas gand ar mein yen hag ar rec’hier ; gand an douar hag an erc’h ec’h aozas o c’higenn ha gand ar skourn e stummas o c’halon. Eus ar c’hoabrennou gwenn ha loued e tennas danvez o empenn hag eus ar morvezin lufr hini o bleo. Neuze, gand elfennou-tan diouz Aedobitus e krouas Guton gouenn doueed an nenv hag ar goulou (dêvi) [3]. E Vindobitus o lakeas ha war harzou Nemobitus evit mirout ouz ar yenien da zont war an douar da laza warnan pep buhez. Rei a reas d’ezo ar vuoc’h C’hlas d’o maga gant he laez. Ha penna doueed an nenv hag ar goulou (dêvi) eo Dagodêvos, Aedus, Sulis, Lugus, Belisama, Belenos, Medros, Taranis, Teutâtis, Nantos, Kamulos, Ogmios [4]. Ar peb uhela, anavezeta, brudeta eo ar re-ze, nemet ez eus re-all c’hoaz a zo kendere ganto pe
- ↑ Ro-, iwerzoneg ro-, hen-vrezoneg ro-, kembraeg ry, gerig-krenvaat ; brezoneg ra, re. — Giamo-, hen-iwerzoneg gam, hengembraeg gaem « goanv ».
- ↑ Seno-, iwerzoneg sen, brezoneg hen « koz ». Mâros, iwerzoneg mar, mor, hen-vrezoneg mor, kembraeg mawr, brezoneg meur. Iovinko-, kembraeg ieuanc, iwerzoneg oac « yaouank ».
- ↑ Iwerzoneg dia, tro-c’henidik de, kembraeg duw.
- ↑ *Dagodêvos, Aedus, iwerzoneg Dagde, Aed, Sulis, iwerzoneg suil « lagad », brezoneg heol (gwregel da genta), skandinaveg Sol. Lugus, iwerzoneg Lug, kembraeg Llyw. Belenos, brezoneg Belen, e Konvelen (Plou-Gonvelen). Medros, iwerzoneg Mider (?). Taranis, kembraeg ha brezoneg taran. Kamulos, iwerzoneg Cumal (?). Nantos, iwerzoneg Net. Ogmios, iwerzoneg Ogme (?).