« Matugenos a zeuas hag a ganas war ar c’havell kanennou galloudus, kanennou-hud ; — Etre e vizied e trôe ar wialenn ivin ; — An avel a c’houzizas, tenvalaat a eure an dour war e hiboud ; — An evned a davas en uhela barrou, ar c’haz-karvetaer a ehanas da skrimpa gant ar c’helf hag a zamzerras e zaoulagad ; — An naer a vanas a-zav er radeneg, ar marc’h a zaskrenas ; — Hag eur zioulded veur en em ledas war ar c’hoadou hag an doureier, en nenv ha war an douar. »
« Pa zigouezas an Tad en-dro, e wiskas e c’hanadur gant kroc’hen ar bleizi ; — E vaga a eure gant kig ar c’haro, — Gant hini an demm hag ar yourc’h ; — Rei a eure d’ezan da zibri an eog hag an dluz, viou evned ar c’hoad ; — Adaqi a rôas d’ezan kraon ha kraon-kelvez, flamboez ha sivi ; — Mouar (drez) hag irin, hiliber ha gregon. »
« Gouenn ar Gelted a c’hoarias e-kreiz ar geot hag ar raden, — En Amzer-gent, — Gand avalou-pin, mez-dero, blenchou koad. — Kutuilha a eure bleuniou an nevez-amzer, dastum re an hanv, medi re an diskar-amzer ; — Ha pleza diouto kurunennou da gaeraat he bleo melen ; — C’hoari a eure gant kelin an arzez hag ar wiz-c’houez ; — Ha lammat drant e-mesk raoskl ar ribl-dour ha beteg eonennou ar froud. »
« Gouenn ar Gelted he deus kresket dindan tôenn ar c’houmoul, — En Amzer-gent ; — Etre mogeriou ar c’hoad, war dreuzou dor an doureier ; — E skleur Eskios, he deus kousket ez noaz war askre noaz an Douar. — Adaqi, o stouï outi, a evesae ouz he c’housk. — E bannou Sulis he deus gourennatet gant kelin an arz hag ar penn-moc’h gouez ; kenredet gant mibien ar marc’h-kalloc’h gouez ; — Laez eur ramzez nerzek he deus sunet ; kemeret eo bet war e zivrec’h gand eun doue ha stardet gantan war e galon. »
Hervez kanenn beleien ar Garnuted [1] n’eo ket hepken gant laez gwenn Adaqi, ha diwezatoc’h gant kig gouez,
- ↑ Poblad Galia a oa Autrikon (breman Chartres = Karnutes) he c’hêr-benn.