Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/35

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

pesked, viou ha frouez e voe maget gouenn ar Gelted. Ez vihanik ec’h evas, ouspenn, laez buoc’h c’hlas an doueed a oa meset gant ar gof Gobanniu [1]. Evel-hen eman ar ganenn-ze :

« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantan e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefiou ar pin hag an dero, ar fao hag an onn, ar bezo hag an efl. »

« Mont ebiou a eure d’an heoliennou, pignat ar c’hrec’hiennou, diskenn an diarroziou, treuzi an traoniennou ; o vac’ha ar geot, ar raden, ar c’hinvi, ken na zigouez gant ti Gobanniu, en Isarnovidus [2]. »

« — Ro d’in eur banne eus laez da vuoc’h evit va daou vugel, mibien Bleiz-meur ar C’hornog, d’ezo da griski e krenvder hag e nerz, e ment hag e kened. O gof an doueed, ro d’in eus al laez marzus a zo bet an doueed maget gantan, pe, a-hend-all, ro d’in da vuoc’h end-eeun. »

« Hag ec’h eilgerias ar gof : « N’hellan nac’h netra ouz an den-meur brudet ma pleg pep tra dirazan, ar c’hadour doujet ma sav ha ma tav outan an doueed zoken. Diwallour ar C’huz-heol, donvaer miled-euz, lazer bleizi, trec’hour n’hall den e drec’hi, d’it e roïn va buoc’h a zo bet an doueed maget gant he laez. »

« An Tad a gimiadas o kas gantan ar vuoc’h c’hlas, hag e kerzas ganti dalc’hmat ha dizehan beteg ar frankizenn bell ma c’hoarie enni, a-c’houez da Adaqi, Manos ha Bena. Goro anezi a eure [3] ha rei he laez da eva d’e vugale. Hag e savas Adaqi en he sav, hep lavarout grik, ha gant he daouarn hec’h unan e reas eur mell keuz. »

Diouz ma lavar hengouniou Kelted ar Vinolandon, en dije Gobanniu nac’het, da genta, rei e vuoc’h :

« O kadour, difenn a ra an doueed ouzin rei d’it eus laez

  1. Iwerzoneg Goibniu = *Gobanniu, D’Arbois, Cycle myth., pp. 212-13 ; Rhys, Celtic Heathendom, pp. 314-9.
  2. « Koad an Houarn », Anderson-Leclercq, Myth. scand., p. 25 ; Déchelette, Manuel, II, 2e partie, p. 549. Vidus a zo aet da fid « koad » (iwerzoneg), da uuid « gwez » (hen-vrezoneg).
  3. Lakaat e kemm Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages (Paris, 1884), p. 547.