Henvel outi e oa Bena e pep feur, nemet he doa, war a lavarer, daoulagad glas-mor ha bleo melen-aour. Manos-hen a oa gwir skeudenn e dad, hag e oar an holl petra eo dremm, neuz-vent, braster, ha nerz an doue-ze, hon tad d’eomp-ni gwitibunan, he deus e gened talvezet d’ezan al les-ano a « Belatukadros » [1]. Setu diwar-benn se eun danevell. Hervez hengouniou ar Goraleted, an Danuvios gwechall, e lec’h en em zinaoui evel hizio e mor ar Sav-heol, en dije en em daolet en eul lenn ec’hon-ec’hon [2] oc’h en em astenn war ar c’hompezennou ma vev enno hizio ar Goraleted hag ar Vastarned [3], hag ar poblou trec’het ganto, da lavarout eo ar C’heted, an Daked hag ar meuriadou all eus poblad an Draked. Taolennet eo doue ar brezel gand ar Goraleted o vagea al lenn-ze hag o tigouezout e-kenver ar voger rec’hier serz ha meneziou a oa ouz he bevenni diouz tu ar sav-heol. Bez’ e oa d’ezan, emezo, eur pennad bleo hir ha teo liou-aour ha rodellaouet-holl evel eur c’hreonvad maout-tourc’h, hag en e dro eur vantell varellet vras e lakae uheloc’h c’hoaz da welout. Glas-mor e oa e
- ↑ « Kaer pa laz », les-ano doue ar brezel, e Breiz-Veur, er marevez kelt-ha-roman, D’Arbois, Cycle, p. 379, n. 1.
- ↑ Eur gwir vor e zour disall eo a c’holôe holl gompezennad bro Hongri. Goullonteret e voe da heul tarzidigez steudennad meneziou ar Sav-heol, el lec’h end-eeun m’oa-hi en he moana, da lavarout eo el lec’h ma sav an « Doriou-houarn » brudet (Reclus, Europe centrale, pp. 289, 322, 326). Pell-pell-zo e c’hoarvezas an darvoud-se, kent oadvez an armou hag ar binviou e maen lufret. Gant-se, ne deus ket nemeur da gredi en dije an envor anezan tremenet a-rumm-da-rumm beteg an dud o veva en IIIvet kantved kent H. S. Koulskoude, bez’ ez eus d’ar gompezenn Limagne (Lemane er Vvet kantved), anezi ivez strad eul lenn aet da hesk, eun ano koz a greder a-walc’h e talvezfe kement ha « lenn » (Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 19, n. 2). Hogen, beza awalc’h e ve lenn al Limagne ha lenn vras an Hongri ker koz ha ker koz.
- ↑ Diwar-benn ar Goraleted (Koraletes), ar Vastarned (Bastarni) hag ar poblou keltiek-all eus an Danuvios izela, Koralli, Britolagoi, Kostoboki, lenn A. Bertrand ha S. Reinach, les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, p. 196 ; Rev. celt., 1899, p. 127 ; ha dreist holl ar pennad a bouez bras embannet gant A.-J. Reinach war ar Bulletin de Correspondance hellénique, 1910, p. 249-330 : Delphes et les Bastarnes.