Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/43

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

ober d’ezo kila. Meiza a raint e talv uhelbriz ar pez emaoun o tanevelli aman [1].

Taolennet e vez dudius, flourik ha tener gant kanenn Vopiskos ar garantez o sevel e Bena ouz Manos hag e Manos ouz Bena. Nemet n’hellan ket en em astenn war ze aman. Re hir en holl e ve va displegadenn hag, ouspenn, eur skrid-danevell ha neket eur marvailh a garantez a fell d’in ober. A-walc’h d’in, eta, lavarout e timezjont, o devoe lïes mab ha merc’h, e vevjont eun niver a vloaveziou, e teujont d’eun hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dourn-ouz-dourn, evel m’o doa bevet dalc’hmat. Hag an dibab eus ar vugale anezo eo a voe hadenn ha kenta gwrizienn poblad ar Gelted.

C’hoaz e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoaz an distera diemgleo, an distera dael, an distera breujadeg etre Manos ha Bena, hag en eun tu gant se eman ar c’hanennou all am eus klevet. E kement-se, eta, evel e pep tra, e voent melezour ar c’houbladou da zont. Ha war-dreuz e tigoueze gantan eun dra pe dra, e skôe Manos skanvik an douar gand e droad ; damstouï a rae e benn hag e vane war var eur predig-amzer en eur zanta e viz-meud [2]. Neuze e save e dal, e selle ouz Bena hag en em rôe da vousc’hoarzin. En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze d’ezi eun enebiez bennak, a heje kudennou he fennad-bleo melen, a rae eun huanadenn, a stoke he dourn ouz he zal, evel evid e beurzivorenni hag, o trei ouz Manos, a zelle outan hag a vousc’hoarze. Ne voe tra biskoaz evit strafilha o hegarated hag o sioulded-spered, nag an emgleo-mat, an unvan hag ar gengarantez o ren etrezo ; ha seul souezusoc’h eo ze ma tremen ar peurliesa ar ouenn ma ’z oant diwarni, ken a-berz tad, ken a-berz mamm, evit beza taer, feuls ha brouezus dreist ar re-all.

  1. Diwar-benn an Dhraked, kemer kelenn diouz D’Arbois, Premiers Habitants, I (eil mouladur), pp. 265-399 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 156-164. War ar c’hrenvlec’hiou keltiek meneget aman sellout ouz D’Arbois, Les Celtes depuis les temps les plus anciens, p. 2.
  2. Dottin, Contes irlandais, p. 174, 179 ; Waift and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series. n° III, p. 5, 58, 274.