War a lavar darn, d’ar c’hanaouennou galloudus kanet gant Matugenos war ar c’havell anezo e voe dleour Manos ha Bena eus o c’hunvelez-spered, eus o divuanegez. Diskleriet eo end-eeun e kan ar Senoned e tigasas kanennou Matugenos ar peoc’h hag ar sioulded er c’hoad hag en doureier, en nenv ha war an douar ; arzao a voe da beb emgann, da bep garm, da bep kan. Ar c’haz-karvetaer, zoken, o skrimpa gand eur c’harenn-wez, a vanas a-zav hag, o tamgloza e zaoulagad, e lezas ar gunvded da zont e-barz e galon gwadsec’hedik hag ar peoc’h en e benn leun-barr a vennadou-brezel. Mar deo gwir, benniget ra vo Tad ar C’hanennou-hud ha ra zeuio da gana d’ar vibien ha d’ar merc’hed, evel m’en deus kanet d’an Tad ha d’ar Vamm ! Ra nesaio da bep kavell, war an douar-Bras hag en enezennou, er sav-heol evel er c’huz-heol, en hanternoz hag er c’hreisteiz, dre Geltia a-hed !
Hiniennou a lavar n’oa tra souezus ebet en unvaniez-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atao a-gevret adaleg o oad tenera, ha ma ’z oant unanet dre liammou nesa ar gwad. Nemet, pell eo kement-se diouz beza abeg a-walc’h, evel ma oar pe ma tlefe gouzout peb-unan.
Diwar-benn ar gerentiez-se a oa etre hon Tad kenta hag hor c’henta Mamm, setu aman eun drôad ez an da zanevelli. P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegez gand eun den desket-bras eus brôad ar C’hresianed a zeuas da geneil d’in hag am lakeas da ergerzout kêr ha da welout ar marziou anezi. E-kerz ar baleadennou-ze e rôe an eil d’egile diskleriaduriou war hor poblou, hor giziou, hor c’hredennou. Digouezet ganen komz d’ezan eus Manos ha Bena, e welis, dre ma tavas war ar mare, e oa souezet e timezje eur breur d’e c’hoar. Eur pennadig goude, e c’houlennas ouzin hag ar c’hiz e oa gand ar Gelted, evel gant Ejiptiz, ec’h eureudje ar breur gand e c’hoar. Hogen, kement-se, keit ha ma ouzon, ne voe biskoaz ar c’hiz ganeomp, hag aes eo gouzout perak. E mare Manos ha Bena, n’oa gwaz na maouez all ebet, ha red-holl e oa e timezje ar gwaz n’oa nemetan d’ar vaouez n’oa nemeti da gaout bugale. Evel-se ivez, e rankas mibien ha merc’hed Manos ha Bena, ar c’henta rummad anezo, eureuji kenetrezo. Hogen, diwar ze, ne voe abeg mat