Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/45

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

ebet ken evid ober kemend-all. Hep mont daved eur ouenn dud all, hep terri an distera war glanded hor gouenn-ni, e veze kavet, er-maez eus an tiegez, paotred ha merc’hed yaouank gant kel lïes hini a garje kaout kefrisa ; hag, o veza m’oa deut ar bed dishenvel d’an dud, ne zeuas nepred war spered nikun adveva eur c’hiz bet digemeret hepken da heul enkderiou dibadus.


Diwar-benn ar vro ma veve Manos ha Bena [1].


Diwar-benn ar vro ma veve Manos ha Bena setu aman ar pez am eus da lavarout. P’edon o kantren dre henchou ar bed a-gevret gant mab gouenn-uhel Albiorix, e c’hoarveze ganen hunvreal alïes en hon hengouniou, en deiz e-pad an hirvarc’hekadennou, ha, d’an noz, azezet pe c’hourvezet ouz an tan, o c’hortoz an dour-berv da gana er c’haoteriou. Hag en em c’houlennen a-wechou pelec’h ez oa ar c’hoadou o doa gwaskedet bugaleerez Manos ha Bena, hag ez oa deut ac’hano darn eus ar c’hourvibien anezo er broiou a zo douret gand an Albis, ar Visuria hag ar Rênos. Distro e Galia, em eus goulennatet an drouized, ar veleien, an divinourien, an danevellourien, ar ouizieien, ar varzed, ha henaourien pobladou Keltia, hep gallout kaout diganto diskleriadur a-walc'h. Nemet ha graet ganen va ergerzadenn en tu-hont d’ar Rênos, e bro ar Volked hag a-dreuz da zouar ar Voged, e teuas sklerijenn d’am spered. P’en em gaven war stêr Viadua, e Budorigon [2], unan eus ar pella krenvlec’hiou dalc’het gand ar Voged war-du ar Sav-heol, e tigouezas d’in

  1. Lakaat e-kenver gand ar pennad-man ar gelennadurez-vreman war lec’h genidik an Arianed kenta etre ar mor Baltik hag ar mor Du, S. Reinach, L’origine des Aryens, histoire d’une controverse (Paris, 1892), pp. 118-120, ha, d’an diweza, Zaborowaki, Les peuples Aryens d’Asie et d’Europe, leurs origines en Europe, la civilisation protoaryenne (Paris, 1908), pp. 215-319 ; Dottin, Anciens peuples de l’Europe (1916), pp. 63-65 ; M. Boule, Les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine (1921), p. 350.
  2. Viadua, an Oder, Eudorigon, breman Brieg (Silesia).