nos ha Bena, da dizout glann mor ar Goularz (pe mor an Hanternoz), ober hent, a-dreuz d’ar c’hoadou dero, war-du ar c’huz-heol. Hogen hennez eo, ar roud-hent o dije kemeret end-eeun o tont eus ar vro en tu-hont d’ar Vistula.
C’hoaz e tezrevelle d’in ar sklav peger kaer, ha sioul, ha doun ez oa koadou e vro, peger sounn, ha teo, ha hir kefiou ar gwezennou enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barrou anezo o krena hag o vouskana dindan flourad an avel. D’an nevez-amzer ha d’an hanv e vez ar c’hoad goulaouet-holl, evel da c’houel an doueed, gant bannou skedus ha tomm an heol. Eus an troad anezan da lein e benn en em gaera gant liou ha c’houez-vat, ma lavarfec’h eman al lid-eured gand an doueezed. Pallennet e vez leurenn an douar, kerkouls ha pep bodenn, a vleuniou gwenn, a vleuniou ruz, a vleuniou melen-aour, ma vez balzamet an aer gand ar c’houez-vat diouto, ouz en em veska gand ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, dero, bezo ha tilh. Eured Nemos (an Nenv) eo gand Anderix (« rouanez-veur », an Dirienn-doueez) [1] ; fraonv-difraonv e vez ar gwenan a-zioc’h ar bleunvegou ; a-bouez-penn e kan an evned war ar barrou ; hag en em c’halv al loened pevarzroadek, en eul lammat skanv ha lirzin, ouz gwrimenn ar c’hlazvez ha war ribl an dour. Bep noz, keit ha ma par ar stered, e koroll doueezed an dero hag an tilh, bleuniou ganto dazplezet en o bleo melen-aour, ha, diouz ar beure, pa gouez ar gliz war geot ha touskan ar frankizennou, e van a-zav an hemolc’her azaouezus ouz ar c’helc’hiennou diwar-lerc’h ar c’horoll-tro anezo. Stouï e benn a ra-hen, hag, o ranna geriou a-du, e kinnig d’ezo eur wastell-vel ha bleuniou-roz [2].
Kement-man c’hoaz a glot dereat-tre gand ar pez a lavar hor c’hanennou hag hon danevellou eus meurded, kened ha sioulded al lec’hiou glazvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerez dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou