bleunvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadou ma weljont o tremen, eur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouz-lerc’h, koroll ar pevar-c’houlz-bloaz ; ar gwezegou e-lec’h a-nebeudou, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beureveziou, e sioulder ar c’hreisteveziou, e ruzder an abardaeveziou, e tibunas red o buhez. Ar c’hoad a bourveze d’o holl ezommou, rak, hervez m’hen lavar kanennou ar Senoned hag an danevellou all, neuze an den ne hade ket douar ha dizonv c’hoaz e kantree al loened-chatal. Nemet da vezur e tigase d’ezo ar c’hoad hag an douriou ouz e dreuzi kig-gouez ha pesked a-builh, hag eur founnder frouez a bep doare : kraon [1], kraon-kelvez, kistin, kistin-magl, finij, mez, mouar, lus, hiliber, flamboez, spezad, sivi, hag, ouspenn, mel an hedou-gwenan. Da eva, o doa dour yen ha sklaer ar froudou, rak ar mez (medu) hag ar bïer (kurmi) n’oa ket anezo c’hoaz. Medus, douaren Manos, eo a veskas, ar c’henta war an douar diouz skouer an doueed, an dour hag ar mel, d’ober ganto an evadur a zoug e ano. Hen eo a gemeras korn an uros d’ober anezan ar c’henta korn-eva. Brakiaka, e vreur, eo a ijinas aoza greun heiz d’ober bïer.
Ha d’ezo kaout da vevans kig-gouez, frouez ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a veza bras, ha kaer, ha krenv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol eun hanv ha pevar-ugent o c’houlaoui ar c’hoadou hag erc’h eur goanv ha pevar-ugent o samma an douar hag ar barrou-gwez. Er feur-ze ivez e vezo bet Atir ha Mâtir eur melezour d’eomp d’e lakaat dirag sellou o gourvibien, ar re, o trei kein d’an evaduriou a oa diwarno hon tadou yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laez), n’hellont ken hizio kavout a-walc'h ar mez hag ar bïer, hag a werz kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren eul lestrad hepken eus an evach-se, ruz ha dinerzus, a vez farlotet gant dourn ganas Kreisteiziz [2].
- ↑ Déchelette, Manuel, I. p. 343.
- ↑ Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 130. *Lestro- pe *vinolestro- e oa marteze an anv roet gant ar Gelted d’an amphora. Kenveria al latin vesculum (vinarium), an ombreg veskla « listri » = hen-arieg *lestlo-, keltieg *lestro- (Rev. celt. 1920-1, p. 90). Ar c’hembraeg-krenn medlestr « lestr-chufere » (ibid. p. 164) a zalc’h lec’h eun hen-geltieg *medulestro-.