Setu kaset da benn ganen kement am boa da lavarout diwar-benn Manos ha Bena. Breman ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennou hag eus an henlezennou, anvet lezennou Belios [1].
Da varo Manos, e vab hena Ariomanos [2], a anver ivez Kintugenos, a gemeras al lec’h anezan e penn an tiegez. Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidou-kanv e dad hag e vamm, teir nozvez ha tri devez hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezo.
En drede nozvez, e welas o tont a-wel dirazan, er-maez eus ar vorenn a c’holôe ar stêr, eur c’hadour uhel-ventek o terc’hel en e zourn eur goaf, a-ispilh outan kroc’hen gwadek eur bleiz. Kaer-dispar e oa e zremm, ha glas-mor, ledan ha brao e zaoulagad. A-douez e vleo melen teo ha rodellek e tiboufe eur re gerniel kole-taro [3], lemm ha gwariet-sebezus, a luc’he evel arc’hant ouz bannou al loar. Pignat ar grugell a eure hag, oc’h en em harpa skanvik war e c’hoaf, e komzas evel-hen da vab kenta-ganet Manos :
« Komzou da roue, taro ar C’huz-heol, kemenn anezo d’az preudeur, d’az pugale, d’az touarened, ha ma tremenint a-rumm-da-rumm beteg an deiz diweza.
« Dre ren ho puhez diouz ar sturiennou-man e vevot, hag e savot dreist d’ar poblou all.
- ↑ Lakaat e kemm al lezennou Bellagines gand ar C’heted, Jornandez, De origine actuque Getarum, IV.
- ↑ Netra n’he deus da welout kenta kevrenn ar ger diougevrennek-se gant ano an Arianed. An hen geltieg ario-, deut en iwerzoneg da aire, a zo anezan eur ger a ouenn gand ar gregach peri-, pro-, al latin primus, hag all. Sellout Meillet, Les Dialectes indo-européens (Paris, 1908), pp. 24-25.
- ↑ Kerniel ha doueed kornek, Déchelette, Manuel, Age du bronze, pp. 193-194.